Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 23

1 Gwalleur d'ar vêsaerien a zistruj hag a stlabez tropell va feurvan, eme an AOTROU.

2 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar vêsaerien a beur va fobl: Stlabezet hoc'h eus va deñved, o c'haset hoc'h eus kuit, n'hoc'h eus ket graet war o zro. Setu ez an d'ober war ho tro en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU.

3 Hag e tastumin an nemorant eus va deñved, eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag o degasin en-dro d'o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.

4 Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.

5 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.

6 En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.

7 Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet mibien Israel pignat kuit eus bro Ejipt,

8 met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet pignat kuit ha distroet diskennidi ti Israel eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag e vint o chom en o bro.

9 En abeg d'ar brofeded eo rannet va c'halon em c'hreiz, hag e kren va holl eskern. Bez' ez on evel un den mezv, evel un den trec'het gant ar gwin, en abeg d'an AOTROU hag en abeg da gomzoù e santelezh.

10 Rak ar vro a zo leun a avoultrerien, ar vro a zo e kañv en abeg d'ar vallozh, peurvanoù ar gouelec'h a zo krazet. O redadenn n'a nemet d'ar fall, hag o nerzh d'ar pezh n'eo ket eeun.

11 Ar profed hag an aberzhour a zo dizeol. Betek em zi e kavan o drougiezh, eme an AOTROU.

12 Setu perak e vo o hent evel lec'hioù risklus en deñvalijenn, bountet e vint hag e kouezhint. Rak me a lakaio an droug da zont warno da vloaz o c'hastiz, eme an AOTROU.

13 E profeded Samaria em eus gwelet kalz a follentez, profediñ a reont dre Vaal, ha dianket o deus va fobl Israel.

14 Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.

15 Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar brofeded: Setu ez an d'ober dezho debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet, rak eus profeded Jeruzalem eo en em skuilhet an dizeoliezh en holl vro.

16 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a zo o profediñ deoc'h! Ho lakaat a reont da zont da vezañ aner, o tisklêriañ gweledigezh o c'halon ha nann eus genoù an AOTROU.

17 Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.

18 Piv a zo bet e kuzul an AOTROU? Piv en deus merzet ha klevet e gomz? Piv en deus selaouet ouzh e gomz hag he c'hlevet?

19 Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.

20 Kounnar an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.

21 Ne'm eus ket kaset ar brofeded-se, hag o deus redet; ne'm eus ket komzet outo, hag o deus profedet.

22 Ma vijent bet em c'huzul, o dije roet da anavezout va c'homzoù da'm fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoù.

23 Ha ned on nemet un Doue a-dost, eme an AOTROU, ha ned on ket un Doue a-bell?

24 Unan bennak, hag e c'hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhañ? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neñvoù hag an douar? eme an AOTROU.

25 Klevet em eus ar pezh o deus lavaret ar brofeded, o profediñ ar gaou em anv hag o lavarout: Un huñvre am eus bet! Un huñvre am eus bet!

26 Betek pegoulz e vo kement-se e kalon ar brofeded a zo o profediñ ar gaou? Profediñ a reont touellerezh o c'halon,

27 ar c'hoant o deus da lakaat va fobl da ankounac'haat va anv, gant an huñvreoù a lavar pep hini anezho d'e nesañ, evel m'o deus o zadoù ankounac'haet va anv evit Baal.

28 Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.

29 Ha n'eo ket va c'homz evel un tan, eme an AOTROU, evel ur morzhol a dorr ar roc'h?

30 Setu perak em eus droug ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a laer va c'homzoù an eil digant egile.

31 Setu, droug em eus ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a ra gant o zeod o-unan, hag a lavar: Lavaret en deus.

32 Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediñ huñvreoù faos, eme an AOTROU, a zisklêr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.

33 Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.

34 Ha diwar-benn ar profed pe an aberzhour pe den ar bobl a lavaro: Diougan an AOTROU, e kastizin an den-se hag e di.

35 Lavarout a reot neuze pep hini d'e nesañ ha pep hini d'e vreur: Petra en deus respontet an AOTROU? ha: Petra en deus disklêriet an AOTROU?

36 Met ne reot ken meneg eus: Diougan an AOTROU, rak komz pep hini a vo e ziougan; direizhet hoc'h eus komzoù an Doue bev, AOTROU an armeoù, hon Doue.

37 Lavarout a ri d'ar profed: Petra en deus respontet an AOTROU dit? ha: Petra en deus disklêriet an AOTROU?

38 Ha mar lavarit: Diougan an AOTROU, en abeg da-se, eme an AOTROU, dre ma lavarit ar gomz-mañ: Diougan an AOTROU, ha ma em eus kaset d'ho kavout da lavarout deoc'h: Na lavarit ken: Diougan an AOTROU,

39 en abeg da-se, ma a ankounac'haio ac'hanoc'h holl, hag ho taolin kuit a-zirazon, c'hwi hag ar gêr am boa roet deoc'h ha d'ho tadoù,

40 hag e lakain warnoc'h un dismegañs peurbadus, ur vezh peurbadus, na vo ket ankounac'haet.

Lean sinn:



Sanasan