Jeremiaz 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 1 Evel-henn e komz an AOTROU: Diskenn da di roue Juda, ha disklêr ennañ ar gomz-mañ: 2 Lavar: Selaou ouzh komz an AOTROU, roue Juda, azezet war dron David, te, da servijerien ha da bobl, c'hwi hag a ya dre an dorojoù-mañ, 3 evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, na vac'hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intañvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec'h-mañ. 4 Rak ma rit hervez ar gomz-mañ, ar rouaned azezet war dron David a yelo dre zorojoù an ti-mañ, pignet war girri ha war gezeg, int, o servijerien hag o fobl. 5 Met ma ne selaouit ket ouzh ar gomz-mañ, touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, ma vo gwastet an ti-mañ. 6 Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti roue Juda: Bez' ez out evidon evel Galaad, evel lein al Liban, met a-dra-sur e rin ac'hanout ur gouelec'h, kêrioù didud. 7 Kempenn a ran a-enep dit distrujerien, pep hini gant e armoù, a droc'ho hag a daolo en tan an dibab eus da sedrez. 8 Kalz a vroadoù a dremeno e-kichen ar gêr-mañ, ha pep hini a lavaro d'e genseurt: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar gêr vras-mañ? 9 Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU o Doue, ha dre m'o deus stouet dirak doueoù all ha servijet anezho. 10 Na ouelit ket war an hini a zo marv, na hirvoudit ket evitañ, met gouelit, gouelit war an hini a ya kuit, rak ne zistroio ket ha n'adwelo ket bro e c'hanedigezh. 11 Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Shallum mab Jozia roue Juda, a renas war-lerc'h Jozia e dad, hag a zo aet kuit eus al lec'h-mañ: Ne zistroio ken, 12 met mervel a raio el lec'h m'eo kaset en harlu, ha ne welo ken ar vro-mañ. 13 Gwalleur d'an hini a sav e di dre an direizhder hag e gambroù uhel dre an dislealder, a laka e nesañ da labourat evit netra, na ro ket dezhañ e c'hopr, 14 a lavar: Sevel a rin din un ti bras ha kambroù frank, a doull prenestroù, a lambrusk gant sedrez, hag a liv e ruz. 15 Daoust hag e reni dre ma en em veulez da implijout sedrez? Ha n'en deus ket da dad evet ha debret? Met ober a rae hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, hag ez ae mat an traoù gantañ. 16 Barn a rae kaoz ar paour hag an ezhommeg, hag ez ae mat an traoù gantañ. Ha n'eo ket-se va anavezout? eme an AOTROU. 17 Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac'homañ ha gwaskañ. 18 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez! 19 Sebeliet e vo e bez un azen, stlejet ha taolet e vo er-maez eus dorojoù Jeruzalem. 20 Pign d'al Liban, kri, sav da vouezh war ar Basan, kri eus lein an Abarim! Rak an holl re az kare a zo distrujet. 21 Komzet em eus ouzhit en amzer da verzh, hag e lavares: Ne selaouin ket. Setu da hent abaoe da yaouankiz, ne'c'h eus ket selaouet ouzh va mouezh. 22 An avel en em beuro eus da holl vêsaerien, hag ar re a gar ac'hanout a yelo d'an harlu. A-dra-sur neuze e vi mezhek ha dismegañset en abeg da'z holl zrougiezh. 23 Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegement e klemmi pa zeuio warnout ar glac'har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiñ! 24 Me a zo bev, eme an AOTROU, ha pa vefe Konia mab Jojakim roue Juda ur siell em dorn dehou, e tennin ac'hanout ac'hane. 25 Hag e lakain ac'hanout etre daouarn ar re a glask da vuhez, etre daouarn ar re ma ec'h eus aon dirazo, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, hag etre daouarn ar Galdeiz. 26 Da deurel a rin, te ha da vamm he deus da c'hanet, en ur vro all ma n'hoc'h eus ket bet ganet enni, hag eno e varvot. 27 Ha diwar-benn ar vro ma c'hoantaint distreiñ dezhi, ne zistroint ket. 28 An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket? 29 O douar, douar, douar! Selaou komz an AOTROU! 30 Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c'hello azezañ war dron David, na ren c'hoazh war Juda. |