Jeremiaz 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 21 1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa gasas ar roue Sedesia d'e gavout Pashur mab Malkija ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour, evit lavarout: 2 Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp. 3 Jeremiaz a lavaras dezho: Evel-henn e lavarot da Sedesia: 4 Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Setu ez an da zistreiñ an armoù brezel a zo en ho taouarn, ma stourmit ganto en diavaez ar mogerioù a-enep roue Babilon hag ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, hag e tastumin anezho e-kreiz ar gêr-mañ. 5 Ha me va-unan a stourmo a-enep deoc'h, gant un dorn astennet hag ur vrec'h kreñv, gant kounnar, gant fulor ha gant ur vrouez vras. 6 Hag e skoin war dud ar gêr-mañ, den ha loen, hag e varvint dre ur vosenn vras. 7 Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez. 8 Lavarout a ri d'ar bobl-mañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan dirazoc'h hent ar vuhez hag hent ar marv. 9 Piv bennak a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, met an hini a zeuio er-maez hag en em rento d'ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, a vevo hag en devo e vuhez evel preizh. 10 Rak troet em eus va dremm a-enep ar gêr-mañ, evit ober an droug ha nann ar mad, eme an AOTROU. Lakaet e vo etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan. 11 Ha diwar-benn ti roue Juda: Selaouit komz an AOTROU: 12 Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù. 13 Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc'h ar blaenenn, eme an AOTROU, c'hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec'hioù? 14 Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi. |