Jeremiaz 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 1 Neuze Pashur, mab Immer an aberzhour ha mestr ti an AOTROU, a glevas Jeremiaz o profediñ an traoù-se. 2 Pashur a skoas war ar profed Jeremiaz hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h a oa en dor uhelañ Benjamin, e ti an AOTROU. 3 Met an deiz war-lerc'h, Pashur a dennas Jeremiaz eus an toull-bac'h. Jeremiaz a lavaras dezhañ: An AOTROU n'en deus ket da anvet Pashur, met Magor-Misabib. 4 Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da reiñ ac'hanout d'ar spont, te ha da holl vignoned. Kouezhañ a raint dre gleze o enebourien, ha da zaoulagad a welo-se. Me a lakaio Juda holl etre daouarn roue Babilon, a gaso anezho da Vabilon hag a skoio warno gant ar c'hleze. 5 Me a roio holl binvidigezhioù ar gêr-mañ, hec'h holl labour, hec'h holl draoù prizius, me a roio holl deñzorioù rouaned Juda etre daouarn o enebourien, a breizho anezho, a gemero anezho, hag a gaso anezho da Vabilon. 6 Ha te Pashur, hag an holl re a zo o chom ez ti, a yelo d'an harlu. Mont a ri da Vabilon, hag eno e varvi, hag eno e vi sebeliet, te ha da holl vignoned, ma ec'h eus profedet dezho ar gaou. 7 O AOTROU! Va hoalet ec'h eus, hag on bet hoalet, kroget ec'h eus ennon, hag ec'h eus gounezet. Bez' ez on goapaet a-hed an deiz, pep hini a ra goap ac'hanon. 8 Abaoe ma komzan, e laoskan kriadennoù, krial a ran feulster ha gwaskerezh, rak komz an AOTROU a zo troet evidon en dismegañs hag e goapaerezh a-hed an deiz. 9 Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket. 10 Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ! 11 Met an AOTROU a zo ganin evel ur pennden galloudus ha spontus, setu perak e kouezho va heskinerien, ne drec'hint ket, ha dre ma n'o devo ket graet gant furnez, e vint mezhek, ruziañ a raint gant ur vezh peurbadus. 12 AOTROU an armeoù a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veñjañs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c'haoz. 13 Kanit d'an AOTROU, meulit an AOTROU, rak dieubet en deus ene ar paour eus dorn ar re fall. 14 Milliget ra vo deiz va ganedigezh, ra ne vo ket benniget an deiz ma'z on bet ganet gant va mamm! 15 Milliget ra vo an den a roas ar c'heloù-se da'm zad: Ganet eo bet dit ur mab! hag a leunias anezhañ a levenez. 16 Ra vo an den-se evel ar c'hêrioù en deus an AOTROU distrujet hep kaout keuz, ra glevo ar c'hlemmvan da vintin hag ar youc'h brezel da greisteiz. 17 Perak n'on ket bet lakaet d'ar marv e kof va mamm? Perak n'eo ket bet va mamm evidon va bez? Perak n'eo ket chomet brazez da viken? 18 Perak ez on bet ganet, evit gwelout nemet trubuilh ha glac'har hag evit kuzumiñ er vezh va deizioù? |