Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 19

1 Evel-henn e komz an AOTROU: Kae ha pren ur pod pri digant ur poder, ha kemer ganit henaourien ar bobl hag henaourien an aberzhourien,

2 ha kae da draonienn mab Hinnom, a zo ouzh toull dor ar Sav-heol, hag embann eno ar c'homzoù a lavarin dit.

3 Lavar: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda ha tud Jeruzalem: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war al lec'h-mañ un droug a dinto e divskouarn kement hini a glevo diwar e bouez.

4 Va dilezet o deus, diavaezet o deus al lec'h-mañ, kinniget o deus ennañ ezañs da zoueoù all n'anavezent ket, nag int nag o zadoù na rouaned Juda, leuniet o deus al lec'h-mañ a wad didamall,

5 savet o deus uhellec'hioù da Vaal evit deviñ dre an tan o mibien e loskaberzhoù da Vaal, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, na lavaret, ha na oa ket em soñj,

6 setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken anvet al lec'h-mañ: Tofed, na: Traonienn mab Hinnom, met: Traonienn al lazhadeg.

7 Hag e kasin da netra el lec'h-mañ kuzul Juda ha Jeruzalem, hag e rin dezho kouezhañ dre ar c'hleze dirak o enebourien, ha dre zorn ar re a glask o buhez, hag e roin o c'horfoù marv da voued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.

8 Hag e rin eus ar gêr-mañ ur glac'har hag ur goapaerezh. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a c'hwitello en abeg d'hec'h holl c'houlioù.

9 Hag e lakain anezho da zebriñ kig o mibien ha kig o merc'hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennañ gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.

10 Hag e vruzuni ar pod dindan daoulagad ar re a vo aet ganit,

11 hag e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evel-se e vruzunin ar bobl hag ar gêr-mañ, evel ma vez bruzunet lestr ur poder, na c'hell ken bezañ adaozet. Sebeliet e vint e Tofed, rak ne vo lec'h ebet ken evit o sebeliañ.

12 Evel-se e rin d'al lec'h-mañ, eme an AOTROU, ha d'e dud, lakaat a rin ar gêr-mañ heñvel ouzh Tofed.

13 Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec'h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezañs war o zoennoù da holl arme an neñvoù, hag o deus graet sparfadurioù da zoueoù all.

14 Goude e tistroas Jeremiaz eus Tofed, e-lec'h m'en doa e gaset an AOTROU da brofediñ, hag en em zalc'has war leurenn ti an AOTROU, hag e lavaras d'an holl bobl:

15 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ ha war hec'h holl gêriadennoù an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezhi, rak reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou va c'homzoù.

Lean sinn:



Sanasan