Jeremiaz 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se: 2 Sav ha diskenn da di ar poder, hag eno e rin dit klevout va c'homzoù. 3 Diskenn a ris eta da di ar poder, ha setu e laboure war e durgn. 4 Al lestr a rae gant ar pri a zalc'he en e zorn a voe c'hwitet, hag e reas ul lestr all dioutañ, evel ma kave e oa mat dezhañ ober. 5 Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se: 6 Ti Israel, ha ne c'hellin ket ober deoc'h evel ar poder-se? eme an AOTROU. Setu, evel ar pri e daouarn ar poder, emaoc'h em dorn, ti Israel. 7 D'an ampoent e komzan diwar-benn ur vroad ha diwar-benn ur rouantelezh, evit diframmañ, diskar ha distrujañ, 8 met mar distro eus he fallentez ar vroad-se am eus komzet diwar he fenn, em bo ivez keuz d'an droug am boa soñjet ober dezho. 9 Ha d'an ampoent e komzan diwar-benn ur vroad ha diwar-benn ur rouantelezh, evit sevel hag evit plantañ, 10 met ma ra ar pezh a zo fall dirak va daoulagad ha ma ne selaou ket ouzh va mouezh, em bo ivez keuz d'ar mad am boa lavaret ober dezho. 11 Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù. 12 Hag e lavaront: En aner eo! Hor menozioù a heuilhimp, ha pep hini ac'hanomp a raio hervez kaleter e galon fall. 13 Neuze evel-henn e komz an AOTROU: Goulennit eta digant ar broadoù: Piv en deus klevet hevelep traoù? Gwerc'hez Israel he deus graet traoù euzhus. 14 Erc'h al Liban, hag e tilez roc'h ar parkeier? Doureier deuet a-bell, fresk ha froudus, hag ez int dilaosket? 15 Met va fobl he deus va ankounac'haet, kinniget he deus ezañs d'an avel, derenet int bet da strebotiñ en o hentoù ha da guitaat ar gwenodennoù kozh, evit kerzhout war wenodennoù un hent diverk, 16 evit ober eus o bro ur glac'har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn. 17 Hag e stlabezin anezho dirak an enebour evel gant avel ar sav-heol, hag e troin kein dezho, ne sellin ket outo da zeiz o glac'har. 18 Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù. 19 AOTROU, taol evezh ouzhin, selaou mouezh va dislavarerien. 20 Hag e vo rentet an droug evit ar mad? Rak toullet o deus ur poull evit va ene. Dalc'h soñj em eus en em zalc'het dirazout evit komz evit o mad, hag evit distreiñ da gounnar diouto. 21 Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel, 22 ra vo klevet eus o ziez garmadegoù, pa ri a-daol-trumm da vagadoù dont warno, rak toullet o deus ur poull evit tapout ac'hanon, ha stegnet o deus pechoù dindan va zreid. 23 Ha te, AOTROU, te a anavez o holl guzulioù em enep evit va lakaat d'ar marv. Na c'holo ket o drougiezh ha na ziverk ket o fec'hed a-zirak da zremm, ra vint diskaret dirazout, gra en o enep en amzer da gounnar. |