Jeremiaz 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 1 Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit. 2 Mar lavaront dit: Da belec'h ez aimp? e responti dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: D'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze, d'an naonegezh ar re a zo evit an naonegezh, d'an ere ar re a zo evit an ere. 3 Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ. 4 Hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, en abeg da Vanase mab Ezekiaz roue Juda, evit ar pezh en deus graet e Jeruzalem. 5 Rak piv en defe trugarez ouzhit, Jeruzalem? Piv a ouelfe warnout? Piv a zistrofe evit goulenn diwar da benn? 6 Va dilezet ec'h eus, eme an AOTROU, aet out a-dreñv, neuze ec'h astennan va dorn warnout hag e tistrujan ac'hanout. Skuizh on o kaout truez ouzhit. 7 O gwentañ a rin gant ur c'hrouer ouzh dorojoù ar vro, o dirannañ a rin eus mibien, va fobl a gasin da goll, rak ne zistroont ket diwar o hentoù. 8 Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont. 9 An hini he deus ganet seizh mab a zisec'h, dianalañ a ra hec'h ene, hec'h heol a guzh pa'z eo c'hoazh deiz, mezhek ha dismegañset eo. Ar re a vano ganti, me o roio d'ar c'hleze dirak o enebourien, eme an AOTROU. 10 Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec'h eus va ganet evit bezañ un den a stourm hag un den a dabut d'an holl vro! Ne brestan netra, n'amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac'hanon. 11 Hag an AOTROU a lavar: Ha ne virin ket ac'hanout evit ar mad? Ha ne rin ket d'an enebour pediñ ac'hanout en amzer ar glac'har hag en amzer an estrenvan? 12 An houarn, hag e vruzuno houarn pe arem an hanternoz? 13 Da binvidigezh ha da deñzorioù a roin d'ar preizh hep prizañ anezho, en abeg da'z holl bec'hedoù e-barzh da holl harzoù. 14 Lakaat a rin ac'hanout da dremen gant da enebourien d'ur vro n'anavezez ket, rak enaouet eo tan va c'hounnar, hag e vo entanet a-enep deoc'h. 15 Gouzout a rez, o AOTROU! Az pez soñj ac'hanon, gweladenn ac'hanon ha va veñj eus va heskinerien! Na lam ket ac'hanon, o taleañ da fulor, ha gouez e c'houzañvan an dismegañs evidout. 16 En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù. 17 Ne'm eus ket azezet e bodadeg ar c’hoapaerien evit laouenaat, met a-drugarez da'z torn em eus azezet va-unan, hag a erez ec'h eus va leuniet. 18 Perak ez eo va foan dibaouez? Perak ez eo va gouli dibare, ha ne fell ket dezhi yac'haat? Hag e vefes evidon evel ur vammenn douellus, evel doureier na c'heller ket fiziañ enno? 19 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno. 20 Me a raio dit bezañ ur voger arem kreñvaet evit ar bobl-mañ. Ma reont brezel dit, ne drec'hint ket warnout, rak e vin ganit evit da saveteiñ ha da zieubiñ, eme an AOTROU. 21 Hag e tieubin ac'hanout eus dorn ar re zrouk, hag e tasprenin ac'hanout eus dorn ar re daer. |