Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13

1 Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Kae, pren dit ur gouriz lin, laka anezhañ war da zivgroazell, met na laka ket anezhañ en dour.

2 Hag e prenis ar gouriz hervez komz an AOTROU, hag e lakais anezhañ war va divgroazell.

3 Komz an AOTROU a voe disklêriet din evit an eil gwech er gerioù-se:

4 Kemer ar gouriz ac'h eus prenet hag a zo war da zivgroazell, sav ha kae etrezek an Eufratez, hag eno e kuzhi anezhañ e faoutenn ur roc'h.

5 Mont a ris eta da guzhat anezhañ e-tal an Eufratez, evel m'en doa an AOTROU gourc'hemennet din.

6 Meur a zeiz goude e lavaras an AOTROU din: Sav ha kae etrezek an Eufratez, hag e kemeri ar gouriz am boa gourc'hemennet dit kuzhat eno.

7 Mont a ris eta etrezek an Eufratez, hag e kleuzis hag e kemeris ar gouriz eus al lec'h ma em boa e lakaet, met setu e oa breinet ar gouriz, ne oa ken mat da netra.

8 Neuze komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

9 Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se e vreinin lorc'h Juda ha lorc'h bras Jeruzalem.

10 Ar bobl drouk-mañ, ha ne fell ket dezho selaou ouzh va c'homzoù, hag a gerzh hervez kaleter o c'halon, hag a ya war-lerc'h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, a vo evel ar gouriz-mañ n'eo ken mat da netra.

11 Rak evel ma vez staget ur gouriz ouzh divgroazell un den, evel-se em boa staget ouzhin holl di Israel hag holl di Juda, eme an AOTROU, evit ma vijent va fobl, va brud, va meuleudi ha va gloar. Met n'o deus ket selaouet ouzhin.

12 Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Pep lestr a vo leuniet a win. Hag e lavarint dit: Ha n'ouzomp ket e vo pep lestr leuniet a win?

13 Neuze e lavari dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da leuniañ a vezventi holl dud ar vro-mañ, ar rouaned a zo azezet war dron David, an aberzhourien, ar brofeded hag holl dud Jeruzalem.

14 Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoù hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N'espernin ket, ne'm bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujañ anezho.

15 Selaouit, roit ho skouarn, na fougeit ket, rak an AOTROU en deus komzet.

16 Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.

17 Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.

18 Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.

19 Kêrioù ar c'hreisteiz a zo prennet, n'eus den da zigeriñ anezho, Juda en e bezh a zo kaset en dalc'hidigezh, kaset eo holl.

20 Sav da zaoulagad ha gwel ar re a zeu eus an hanternoz. Pelec'h emañ an tropell a zo bet roet dit, an deñved a rae da c'hloar?

21 Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?

22 Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.

23 Un Etiopiad, ha cheñch a rafe e groc'hen, pe ul loupard e darchoù? Ha c'hwi a c'hellfe ober ar mad, pa'z oc'h bet desket d'ober an droug?

24 Setu perak e stlabezin anezho evel ar plouz kaset kuit dre avel ar gouelec'h.

25 Evel-se eo da rannad, al lodenn am eus muzuliet dit, eme an AOTROU, rak ec'h eus va ankounac'haet ha lakaet da fiziañs er gaou.

26 Me eta ivez a savo pastelloù da zilhad war da zremm, ha da vezh a vo diskouezet.

27 Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?

Lean sinn:



Sanasan