Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Jeremiaz 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11

1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:

2 Selaouit komzoù an emglev, ha komzit ouzh tud Juda hag annezidi Jeruzalem.

3 Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Milliget ra vo an den na selaou ket komzoù an emglev-mañ,

4 am eus gourc'hemennet d'ho tadoù en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoù am eus gourc'hemennet deoc'h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue;

5 hag e sevenin al le am eus touet d'ho tadoù, reiñ dezho ur vro a zever gant laezh ha mel, evel ma welit hiziv. Hag e respontis hag e lavaris: Amen, o AOTROU!

6 Hag an AOTROU a lavaras din: Embann an holl gomzoù-se dre gêrioù Juda ha dre straedoù Jeruzalem, o lavarout: Selaouit komzoù an emglev-mañ ha grit hervezo.

7 Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!

8 Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet en deus pep hini kaleter e galon fall. Hag em eus degaset warno holl gomzoù an emglev am eus gourc'hemennet dezho mirout, ha n'o deus ket miret.

9 An AOTROU a lavaras din: Un irienn 'zo e-touez tud Juda hag e-touez annezidi Jeruzalem.

10 Aet int en-dro da zireizhder o zadoù kentañ, ar re o deus nac'het selaou ouzh va c'homzoù hag a zo aet war-lerc'h doueoù all evit o servijañ. Ti Israel ha ti Juda o deus torret va emglev am eus graet gant o zadoù.

11 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.

12 Kêrioù Juda ha tud Jeruzalem a yelo da grial etrezek doueoù ma kinnigont ezañs dezho, met ne saveteint ket anezho en amzer o gwalleur.

13 Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.

14 Te, na bed ket evit ar bobl-mañ, na sav evito na klemm na aspedenn, rak ne selaouin ket anezho pa griint etrezek ennon en abeg d'o gwalleur.

15 Petra e teufe va c'haret-mat d'ober em zi? An engroez-mañ n'emañ ket ennañ, nemet evit ober traoù fall. Hag e vo lamet a-zirazout ar c'hig santel. Pa rez an droug, e laouenaez!

16 Olivezenn c'hlas, mat-meurbet dre gaerder he frouezh, evel-se e c'halve an AOTROU ac'hanout. Da drouz ur safar bras ec'h enaou tan enni, hag he brankoù a zo bruzunet.

17 Rak AOTROU an armeoù, an hini en doa da blantet, en deus disklêriet an droug ez enep, en abeg d'an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc'h imoriñ ac'hanon en ur ginnig ezañs da Vaal.

18 An AOTROU en deus e roet din da c'houzout, ha gouezet em eus. Neuze ec'h eus diskouezet din o oberoù.

19 Ha me, evel un oan doñv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.

20 Met AOTROU an armeoù a zo ur barner reizh a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Diskouez a ri din ar veñjañs a denni anezho, rak diskuliet em eus va c'haoz dit.

21 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU a-enep tud Anatod a glask da vuhez hag a lavar: Ne brofedi ket en anv an AOTROU, ha ne varvi ket dre hon daouarn,

22 setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o mibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,

23 ha ne vano netra anezho, dre ma lakain da zont un droug war dud Anatod da vloaz o c'hastiz.

Lean sinn:



Sanasan