Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 Ar bobl a gerzhe en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn he deus lugernet war ar re a oa o chom e bro skeud ar marv.

2 Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.

3 Rak torret ec'h eus ar yev a boueze warno, hag ar vazh a skoe gant o divskoaz, gwialenn o gwasker, evel en deiz Madian.

4 Pep botez a zo douget gant ar brezelour er veskadeg, hag an dilhad ruilhet er gwad, a vo devet ha lonket gant ar flammoù.

5 Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.

6 Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.

7 An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.

8 Ar bobl a-bezh en devo anaoudegezh a gement-se, Efraim ha tud Samaria, ar re a lavar gant lorc'h ha rogentez en o c'halon:

9 Kouezhet eo ar brikennoù, met gant mein-ben e savimp! Troc'het eo bet ar gwez-sikomor, met gwez-sedrez a lakaimp en o lec'h!

10 An AOTROU a savo enebourien Rezin a-enep ar bobl, hag a atizo o eneberien,

11 ar Siria dre a-raok hag ar Filistined dre a-dreñv, hag e lonkint Israel a-leizh o genoù. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

12 Ar bobl ne zistro ket d'an hini a sko ganti, ne glask ket AOTROU an armeoù.

13 An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.

14 Ar penn eo an henaour hag an den enoret, al lost eo ar profed a gelenn ar gaou.

15 Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.

16 Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

17 Rak an drougiezh a zev evel un tan a lonk drez ha spern, deviñ a raio al lec'hioù stankañ eus ar c'hoadoù, ma sav kolonennoù moged.

18 En abeg da gounnar AOTROU an armeoù, an douar a zo entanet, hag ar bobl a zeu da vezañ preizh an tan, den ne espern e vreur.

19 Regiñ a reer a-zehou hag o devo naon, lonkañ a reer a-gleiz ha n'o devo ket o gwalc'h, pep hini a zebro kig e vrec'h.

20 Manase a-enep Efraim, Efraim a-enep Manase, o-daou a-enep Juda, ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

Lean sinn:



Sanasan