Izaia 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 Hag e c'hoarvezas e deizioù Akaz mab Ozia, roue Juda, penaos Rezin, roue Siria, ha Pekak mab Remalia, roue Israel, a bignas a-enep Jeruzalem evit he sezizañ. Met ne c'helljont ket he zrec'hiñ. 2 Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel. 3 An AOTROU a lavaras da Izaia: Kae da gavout Akaz, te ha Shear-Jashub da vab, war-zu penn kanol ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer, 4 ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia, 5 dirak ar Siria a soñj ober droug ez enep, gant Efraim ha mab Remalia, o lavarout: 6 Pignomp a-enep Juda, flemmomp anezhañ, greomp ur boulc'h evidomp, lakaomp da roue mab Tabeal en e greiz. 7 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne c'hoarvezo ket, ne vo ket evel-se. 8 Rak kêrbenn ar Siria eo Damask, penn Damask eo Rezin. A-benn pemp bloaz ha tri-ugent, Efraim a vo lakaet a-dammoù ha ne vo ken ur bobl. 9 Kêrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket. 10 An AOTROU a gomzas c'hoazh ouzh Akaz o lavarout: 11 Goulenn ur sin digant an AOTROU da Zoue, en goulenni pe en donder pe en uhelder. 12 Akaz a lavaras: Ne c'houlennin ket ha ne demptin ket an AOTROU. 13 Hag Izaia a lavaras: Selaou, o ti David! Ha re nebeut eo evidoc'h skuizhañ an dud, ma skuizhit ivez va Doue? 14 Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel. 15 Debriñ a raio koaven ha mel, betek ma ouio disteurel an droug ha dibab ar mad. 16 Met a-raok ma ouio ar bugel disteurel an droug ha dibab ar mad, ar vro a gasaez a vo dilezet gant he daou roue. 17 An AOTROU a lakaio da zont warnout, war da bobl ha war di da dad, dre roue Asiria, deizioù evel n'eus ket bet reoù heñvel outo, abaoe an deiz ma en em zispartias Efraim digant Juda. 18 En deiz-se e c'hwitello an AOTROU da c'hervel ar c'helien a zo e penn stêrioù an Ejipt, hag ar gwenan a zo e bro Asiria, 19 hag e teuint hag an holl en em lakaint e traoniennoù distro, e skalfoù ar reier, war an holl vodoù-drein, war an holl beurvanoù. 20 En deiz-se ec'h aotenno an AOTROU gant un aotenn en devo feurmet en tu all d'ar stêr, gant roue Asiria, ar penn ha blev an treid, hag e lamo ivez ar barv. 21 En deiz-se e vouetaio un den ur vuoc'h yaouank ha div zañvadez, 22 hag e roint kement a laezh ma tebro koaven, rak koaven ha mel a zebro ar re holl a vo manet er vro. 23 En deiz-se pep lec'h hag a vo ennañ mil skod-gwini, o talvezout mil pezh arc'hant, a vo troet e drez ha spern. 24 Dont a reor ennañ gant biroù ha gant ar wareg, rak an holl vro ne vo nemet drez ha spern. 25 Hag en holl venezioù a veze labouret gant ar bal, ned eor ken gant aon dirak an drez hag ar spern, lakaet e vo eno an ejened, hag e vint mac'het gant an deñved. |