Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 66 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 66

1 Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?

2 Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.

3 Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.

4 Me ivez a zibabo o distruj, hag e lakain da zont warno ar pezh a ra o spont, rak galvet em eus ha den n'en deus respontet, komzet em eus ha den n'en deus selaouet, graet o deus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet o deus ar pezh a zisplij din.

5 Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.

6 Ur vouezh skeltr a zeu eus kêr, ur vouezh a zeu eus an templ, mouezh an AOTROU o paeañ o gopr d'e enebourien.

7 Ganet he deus a-raok bezañ er poanioù, dieubet eo bet eus ur paotr a-raok gouzañv gwentloù ar gwilioud.

8 Piv en deus klevet un hevelep tra? Piv en deus gwelet traoù heñvel outo. Ur vro, ha gwilioudet eo en un devezh? Ur vroad, ha ganet eo en ur wech hepken, m'he defe ganet Sion he mibien kerkent ha ma oa bet er gwentloù.

9 Me a zigor ar mammog, ha ne lakain ket da c'henel? eme an AOTROU. Me a laka da c'henel, hag e serrin ar mammog? eme da Zoue.

10 Laouenait gant Jeruzalem, bezit el levenez ganti, c'hwi holl a gar anezhi. Bezit ganti eürus-kenañ, c'hwi holl a oa e kañv eviti,

11 evit ma viot bronnet ha m'o devo ho kwalc'h gant laezh he frealz, hag evit ma sunot ha m'o devo plijadur gant leunder he gloar.

12 Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic'hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kañjolet war an daoulin.

13 Evel un den frealzet gant e vamm, e frealzin ac'hanoc'h, hag e viot frealzet e Jeruzalem.

14 Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.

15 Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoù tan.

16 An AOTROU a raio barnedigezh a-enep pep kig dre an tan ha dre ar c'hleze, ha kalz a vo lakaet d'ar marv gant an AOTROU.

17 Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.

18 Anavezout a ran o oberoù hag o soñjoù. Deuet eo an amzer da zastum an holl vroadoù hag an holl yezhoù. Dont a raint, hag e welint va gloar.

19 Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.

20 Hag e tegasint hoc'h holl vreudeur a-douez an holl vroadoù evel ur prof d'an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioù, war vuled, war zremedaled, da'm menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.

21 Hag en o zouez ivez e kemerin hiniennoù da vezañ aberzhourien ha Levited, eme an AOTROU.

22 Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.

23 Hag a loar nevez da loar nevez, a sabad da sabad, pep kig a zeuio hag a azeulo ac'hanon, eme an AOTROU.

24 Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.

Lean sinn:



Sanasan