Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 65 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 65

1 Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!

2 A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent a gerzhe war un hent na oa ket mat, hervez c'hoant o soñjoù o-unan,

3 etrezek ur bobl am hegas a-dal dibaouez, a aberzh el liorzhoù, a laka da vogediñ ezañs war ar brikennoù,

4 en em zalc'h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioù hudur en o listri,

5 a lavar: Pella diouzhin! Na dosta ket ouzhin, rak ez on santeloc'h egedout! An traoù-se a zo ur vogedenn em fri, un tan a zev e-pad an holl zevezhioù.

6 Setu, kement-se a zo skrivet dirazon, ne davin ket, hag e paein ar gopr, ya, me a baeo ar gopr dezho en o bruched,

7 eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.

8 Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma vez lavaret pa vez kavet gwin nevez en ur blokad: Na zistruj ket, rak bennozh a zo aze! Evel-se e rin abalamour da'm servijerien, evit tremen hep distrujañ anezho holl.

9 Me a lakaio da zont eus Jakob ul lignez, hag eus Juda un hêr da'm menezioù, ha va re zibabet a berc'henno anezho ha va servijerien a vo o chom enno.

10 Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.

11 Met c'hwi hag a zilez an AOTROU, hag a ankounac'ha va menez santel, hag a gempenn un daol d'ar chañs vat, hag e leugn un hanaf evit ar blanedenn,

12 e tiniverin ac'hanoc'h evit ar c'hleze, hag en em blegot evit bezañ lazhet. Rak galvet em eus ha n'hoc'h eus ket respontet, komzet em eus ha n'hoc'h eus ket selaouet, graet hoc'h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc'h eus ar pezh a zisplij din.

13 Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,

14 va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.

15 Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, hag e c'halvo e servijerien dre un anv all.

16 An hini en em vennigo war an douar en em vennigo dre an Doue a wirionez, an hini a douo war an douar a douo dre an Doue a wirionez, rak enkrezioù an amzer dremenet a vo ankounac'haet, kuzhet e vint ouzh va daoulagad.

17 Setu, emaon o krouiñ neñvoù nevez hag un douar nevez, ha ne vo ken soñj eus an traoù tremenet, ne zistroint ken en eñvor.

18 Laouenait ha bezit el levenez da viken en abeg d'ar pezh emaon o krouiñ. Rak setu, emaon o krouiñ Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit ar joa.

19 Hag e rin eus Jeruzalem va levenez hag eus va fobl va joa, ne vo ken klevet trouz a glemmvanoù na trouz a c'harmoù.

20 Ne vo ken eno ur bugel pe ur c'hozhiad n'en devo ket peurc'hraet e zeizioù, rak an hini a varvo oadet a gant vloaz a vo yaouank, met ar pec'her hag a vo oadet a gant vloaz a vo milliget.

21 Sevel a raint tiez hag emaint o chom enno; plantañ a raint gwiniennoù hag e tebrint o frouezh.

22 Ne savint ket evit ma chomfe unan all e-barzh, ne blantint ket evit ma tebrfe unan all. Deizioù va fobl a vo evel deizioù ar gwez, ha va re zibabet a welo labour o daouarn o koshaat.

23 Ne labourint ken en aner, ne c'hanint ken evit ar spouron, rak lignez venniget an AOTROU e vint, hag o diskennidi ganto.

24 A-raok ma c'halvint e respontin, ha pa vint c'hoazh o komz em bo o c'hlevet.

25 Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan