Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 64 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 64

1 O! Ma tigorfes an neñvoù ha ma tiskennfes, ar menezioù a vrañsellfe dirazout,

2 hag evel ma krog an tan er c'hoad sec'h ha ma laka an tan an dour da virviñ, e rofes da anavezout da anv da'z enebourien, hag ar broadoù a grenfe dirazout!

3 Pa rejout traoù spontus na c'hortozemp ket, te a ziskennas hag ar menezioù a vrañsellas dirazout.

4 Biskoazh n'eus bet klevet, n'eo deuet d'ar skouarn, n'en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoù estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac'hanout.

5 Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.

6 Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.

7 N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziñ en abeg d'hon direizhder.

8 Met bremañ, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.

9 AOTROU, na gounnar ket, na zalc'h ket soñj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.

10 Da gêrioù santel a zo ur gouelec'h, Sion a zo ur gouelec'h, Jeruzalem a zo un distruj.

11 Ti hor santelezh hag hor c'haerded, e-lec'h m'o deus hon tadoù da veulet, a zo bet kuzumet gant an tan. Kement a zo bet ker deomp a zo distrujet.

12 AOTROU, hag en em zalc'hi ket goude kement-se? Hag e chomi sioul hag e c'hlac'hari ac'hanomp holl?

Lean sinn:



Sanasan