Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 63 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 63

1 Piv eo hemañ a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiñ.

2 Perak eo ruz da wiskamant, hag eo da zilhad evel re an hini a jaodr er veol?

3 Bet on va-unan o jaodriñ er waskell, hag a-douez ar pobloù hini ebet ne oa ganin. O mac'het em eus em c'hounnar, o bruzunet em eus em fulor, o gwad en deus strinket war va dilhad ha mastaret em eus va holl wiskamantoù.

4 Rak deiz ar veñjañs a zo em c'halon, ha deuet eo bloavezh va dasprenidi.

5 Sellet em eus, ha ne oa den da'm sikour. Souezhet on bet na oa den da'm harpañ. Neuze va brec'h en deus degaset ar silvidigezh, ha va fulor en deus roet harp.

6 Mac'het em eus ar pobloù em c'hounnar, o mezvet em eus em fulor, lakaet em eus o gwad da redek war an douar.

7 Embann a rin madelezhioù an AOTROU, meuleudioù an AOTROU, evit an holl vadoberoù en deus sevenet evidomp an AOTROU, hag evit fonnusted e vadelezh en deus sevenet evit ti Israel, en e drugarez hag e braster e garantez.

8 Lavaret en devoa: Ya, va fobl ez int, mibien na vint ket disleal! Hag eo bet o salver.

9 En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.

10 Met disent int bet, glac'haret o deus ar Spered-Santel, hag eo deuet o enebour; eñ e-unan en deus stourmet a-enep dezho.

11 Hag e voe dalc'het soñj eus an deizioù a wechall, eus Moizez hag eus e bobl: Pelec'h emañ an hini en deus lakaet anezho da bignat eus ar mor gant mesaer e dropell? Pelec'h emañ an hini a lakaas en o c'hreiz e Spered-Santel,

12 a renas anezho dre zorn dehou Moizez gant e vrec'h glorius, a faoutas an doureier dirazo evit ober evitañ e-unan un anv peurbadus,

13 a reas dezho kerzhout a-dreuz d'an islonkoù hep kouezhañ, evel ur marc'h er gouelec'h?

14 Spered an AOTROU en deus o renet goustadik, evel ul loen a ziskenn en un draonienn. Evel-se eo ec'h eus renet da bobl, evit ober evidout un anv glorius.

15 Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?

16 A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.

17 Perak, o AOTROU, ec'h eus lezet ac'hanomp da ziankañ er-maez eus da hentoù? Perak ec'h eus kaletaet hor c'halon a-ziwar da zoujañs? Abalamour da'z servijerien, distro da veuriadoù da hêrezh.

18 Evit un nebeud amzer he deus pobl da santelezh perc'hennet, hag hon enebourien o deus mac'het da santual.

19 Ni a zo evel ar re na'c'h eus biskoazh renet warno, evel ar re n'int ket anvet eus da anv.

Lean sinn:



Sanasan