Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 62 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 62

1 Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.

2 Neuze ar broadoù a welo da reizhder, hag an holl rouaned da c'hloar, hag e vi galvet dre un anv nevez, en devo genoù an AOTROU disklêriet.

3 Ur gurunenn hollgaer e vi e dorn an AOTROU, un tulban roueel e dorn da Zoue.

4 Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.

5 Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.

6 Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioù, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C'hwi hag a zalc'h soñj eus an AOTROU, n'eus diskuizh ebet evidoc'h,

7 ha na roit ket diskuizh dezhañ ken n'en devo adsavet Jeruzalem, ken n'en devo graet anezhi ur veuleudi war an douar.

8 An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec'h c'halloudek: Ne roin ken da winizh da vevañs da'z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.

9 Met ar re o devo dastumet a zebro hag a veulo an AOTROU; hag ar re o devo degaset a evo war leurennoù va santual.

10 Tremenit, tremenit dre an dorojoù, kempennit hent ar bobl! Plaenait, plaenait ar chaoser, tennit ar vein diwarnañ! Savit ur banniel etrezek ar pobloù!

11 Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.

12 Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n'eo ket dilezet.

Lean sinn:



Sanasan