Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 60 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 60

1 Sav, bez sklêrijennet, rak deuet eo da sklêrijenn, ha gloar an AOTROU a zo savet warnout.

2 Rak setu, an deñvalijenn a c'holoio an douar hag an noz ar pobloù, met warnout e savo an AOTROU ha warnout en em ziskouezo e c'hloar.

3 Broadoù a gerzho ouzh da sklêrijenn, ha rouaned ouzh splannder da skinoù.

4 Sav da zaoulagad en-dro dit ha sell: an holl en em zastum hag e teuont da'z kavout, da vibien a zeu a-ziabell, da verc'hed a zo douget war an divrec'h.

5 Neuze e weli hag e lugerni, da galon a drido hag a laouenaio, rak fonnusted ar mor a droio etrezek ennout, ha nerzhioù ar broadoù a zeuio da'z ti.

6 Un niver bras a gañvaled a c'holoio da vro, dremedaled eus Madian hag eus Efa. Dont a raint holl eus Seba, o tegas aour hag ezañs, oc'h embann meuleudioù an AOTROU.

7 Holl zeñved Kedar a vo dastumet etrezek ennout, tourzed Nebajod a vo evit da servij, pignat a raint war va aoter evel ur c'hinnig plijus din, hag e roin klod da di va gloar.

8 Piv eo ar re-se a nij evel koumoul, evel koulmed etrezek o c'houldri?

9 Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.

10 Mibien an diavaezidi a adsavo da vogerioù hag o rouaned a vo da servijerien, rak em fulor em boa skoet warnout, met em zrugarez em eus truez ouzhit.

11 Da zorojoù a vo dalc'hmat digor, ne vint serret na deiz na noz, evit lakaat da vont ennout pinvidigezhioù ar broadoù hag o rouaned a vo degaset di.

12 Rak ar vroad hag ar rouantelezh na servijint ket ac'hanout a yelo da get, hag ar broadoù-se a vo gwastet en o fezh.

13 Gloar al Liban a zeuio betek ennout, gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret, evit kaeraat lec'h va santual, hag e roin gloar d'al lec'h ma tiskuizh va zreid.

14 Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.

15 E-lec'h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.

16 Sunañ a ri laezh ar broadoù, sunañ a ri bronn ar rouaned, hag e ouezi ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.

17 E-lec'h arem e lakain aour da zont, e-lec'h houarn e lakain arc'hant da zont, e-lec'h koad arem, e-lec'h mein houarn. Hag e roin dit ar peoc'h da c'houarnour hag ar reizhder da rener.

18 Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoù nag eus distruj e-barzh da harzoù, met envel a ri da vogerioù: Silvidigezh, ha da zorojoù: Meuleudi.

19 An heol ne vo ken da sklêrijenn e-pad an deiz, gouloù al loar ne sklêrijenno ket ac'hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c'hloar.

20 Da heol ne guzho ken, da loar ne steuzio ken, rak an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha deizioù da gañv a vo echu.

21 Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.

22 Ar bihanañ a zeuio da vezañ ur miliad, hag an disterañ ur vroad c'halloudus. Me an AOTROU a hasto kement-mañ en amzer dereat.

Lean sinn:



Sanasan