Izaia 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 1 Ar bloavezh ma varvas ar roue Ozia e welis an AOTROU azezet war un tron uhel ha savet, ha plegoù e zilhad a leunie an templ. 2 Serafined en em zalc'he a-us dezhañ, pep hini anezho en doa c'hwec'h askell: gant div e c'holoent o dremm, gant div e c'holoent o zreid, gant div e nijent. 3 Krial a raent an eil d'egile, hag e lavarent: Santel, santel, santel eo AOTROU an armeoù! An douar holl a zo leuniet gant e c'hloar! 4 Diazezoù an dorojoù a voe brañsellet gant mouezh an hini a grie, hag an ti a voe leuniet a voged. 5 Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù. 6 Met unan eus ar serafined a nijas etrezek ennon, gantañ en e zorn ur c'hlaouenn-dan en doa kemeret a-ziwar an aoter gant piñsetezioù. 7 Hag he stokas ouzh va genoù, hag e lavaras: Bremañ houmañ he deus stoket ouzh da vuzelloù, da zireizhder a zo lamet kuit, da bec'hed a zo dic'haouet. 8 Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c'has-me! 9 Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket. 10 Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet. 11 Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn, 12 betek m'en devo an AOTROU pellaet an dud, ha ma vo un digenvez bras e-kreiz ar vro. 13 Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel. |