Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 59 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 59

1 Setu, dorn an AOTROU n'eo ket re verr evit saveteiñ, nag e skouarn re bounner evit klevout.

2 Met ho tireizhder eo en deus lakaet an disrann etrezoc'h-c'hwi hag ho Toue, ho pec'hedoù eo a ra dezhañ kuzhat e zremm evit n'ho klevfe ken.

3 Rak ho taouarn a zo saotret gant gwad hag ho pizied gant direizhder, ho muzelloù a lavar gevier, ho teod a zistag fallagriezh.

4 Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.

5 Lakaat a reont vioù gwiber da ziflukañ, hag e wiadont steuñvenn-gevnid. An hini a zebr diouzh o vioù a varv, ha ma friker anezho e teu naered diouto.

6 O gwiadoù ne zeuint ket da vezañ ur vantell, ha den n'en em wisko ket gant o oberennoù; o oberennoù a zo oberennoù a zrougiezh, bez' ez eus taolioù feuls etre o daouarn.

7 O zreid a red etrezek an droug, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall, o soñjoù a zo soñjoù a zireizhder, emañ ar gwastoù hag an distruj war o gwenodennoù.

8 N'o deus ket anavezet hent ar peoc'h, n'eus barnedigezh ebet war o roudennoù, o gwenodennoù a zo deuet kammigellek, ar re holl a gerzh enno n'anavezont ket ar peoc'h.

9 Setu perak ar varnedigezh a zo pellaet diouzhimp, hag ar reizhder ne zeu ket betek ennomp: Gortoz a reomp ar sklêrijenn ha setu amañ an deñvalijenn, ar sklaerder hag e kerzhomp en noz.

10 Mont a reomp a-dastorn evel dalled ouzh ar voger, tastornat a reomp evel tud hep daoulagad, kouezhañ a reomp da greisteiz evel da serr-noz, bez' ez omp en ul lec'h druz evel tud varv.

11 Grognal a reomp holl evel arzhed, hag ec'h huanadomp dibaouez evel koulmed: Gortoz a reomp ar varnedigezh ha ne zeu ket, ar silvidigezh hag emañ pell diouzhimp.

12 Rak hon drougoberoù a zo niverus dirazout, hor pec'hedoù a ro testeni en hon enep, hon drougoberoù a zo ganeomp, hag ec'h anavezomp hon direizhder:

13 pec'hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.

14 Hag ar varnedigezh a zo aet a-dreñv, ar reizhder a chom pell, ar wirionez a gouezh er straedoù, an eeunder ne c'hell ket mont e-barzh.

15 Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.

16 Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.

17 Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tokarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veñjañs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.

18 Hervez an oberennoù e vo ar pae: Daskoriñ a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d'an inizi.

19 Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.

20 An dasprener a zeuio evit Sion, evit ar re en em zistroio diouzh o disentidigezh e Jakob, eme an AOTROU.

21 Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c'henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.

Lean sinn:



Sanasan