Izaia 58 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 58 1 Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù. 2 Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue. 3 Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien. 4 Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h. 5 Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU? 6 Setu ar yun a fell din: Distag ereoù an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev, 7 rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesañ. 8 Neuze da sklêrijenn en em ziskouezo evel gouloù-deiz, da yec'hed a ziwano buan, da reizhder a yelo dirazout, ha gloar an AOTROU a vo da ward a-dreñv. 9 Neuze e c'halvi hag an AOTROU a responto, e youc'hi hag e lavaro: Setu-me amañ! Mar lamez eus da greiz ar yev, ar biz savet faeüs, ar c'homzoù drouk, 10 mar digorez da ene d'an naoneg, mar leuniez an ene glac'haret, neuze da sklêrijenn a savo e-kreiz an deñvalijenn, ha da deñvalijenn a vo evel ar c'hreisteiz. 11 An AOTROU a reno ac'hanout dalc'hmat, e walc'h a roio da'z ene er sec'hded, reiñ a raio nerzh da'z eskern, hag e vi evel ul liorzh douraet, evel ur vammenn ha na vank ket he doureier. 12 Da re a adsavo dismantroù kozh, te a adaozo diazezoù rivinet abaoe ar rummadoù tremenet, anvet e vi an dreser freuzoù, an adaozer hentoù, evit ma vo kevannezus ar vro. 13 Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner, 14 neuze e kavi plijadurioù en AOTROU, me a lakaio ac'hanout da varc'hegañ dreist lec'hioù uhel an douar, hag e vagin ac'hanout gant hêrezh Jakob da dad, rak genoù an AOTROU en deus komzet. |