Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 57 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 57

1 An hini reizh a ya da get, ha den ne daol evezh; ar re vat a zo lamet kuit, ha den ne gompren ez eo dilamet an hini reizh dirak an droug.

2 Mont a raio er peoc'h. Diskuizhañ a raio war e wele an hini en devo kerzhet war an hent eeun.

3 Met c'hwi, tostait amañ, mibien ar sorserez, gouenn an avoultrer hag ar c'hast!

4 Ouzh piv e rit goap? A-enep piv e tigorit ur genoù ledan hag e tennit ho teod? Ha n'oc'h ket bugale an disentidigezh, ur ouenn gaouiat,

5 oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?

6 Gant mein lufr ar froud emañ da lod, setu aze, setu aze da rann. Dezho eo e skuilhez ivez da evadkinnig hag e roez profoù. Penaos e c'hellfen kavout frealz gant kement-se?

7 Lakaet ec'h eus da wele war ur menez uhel ha savet, hag ez out pignet eno evit aberzhiñ.

8 Lakaet ec'h eus da eñvoradur a-drek an nor hag ar peulioù, ha pell diouzhin ez out en em zizoloet evit pignat eno. Ledanaat ec'h eus da wele ha gant ar re-se ez out en em unanet; karet ec'h eus o gweleoù e-lec'h ma ec'h eus saotret da selloù.

9 Aet out da gichen ar roue gant eoul, kresket ec'h eus da c'hwezhioù-mat, kaset ec'h eus da gannaded pell, hag ez out diskennet betek lec'h ar marv.

10 Dre hirder da hent ez out aet skuizh, ha ne'c'h eus ket lavaret: En aner eo! Kavet ec'h eus nerzh ez torn, setu perak n'out ket kouezhet.

11 Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.

12 Reiñ a rin da anavezout da reizhder ha da oberennoù, ha na vo ket ur gounid evidout.

13 Pa grii, ra zieubo ac'hanout da idoloù ac'h eus dastumet! Setu, an avel o dilamo holl, ur c'hwezhadenn o c'haso kuit. Met an hini a fiz ennon en devo ar vro da hêrezh hag a berc'henno va menez santel.

14 Hag e vo lavaret: Plaenait, plaenait, kempennit an hent! Tennit pep harz diwar hent va fobl!

15 Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.

16 Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.

17 En abeg da zireizhder e c'hoantegezh on bet imoret hag em eus skoet warnañ, kuzhet em eus va dremm hag ez on bet imoret. Hag an disent en deus heuliet hent e galon.

18 Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.

19 Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.

20 Met ar re zrouk a zo evel ar mor dirollet na c'hell ket sioulaat: e zoureier a zistaol fank ha lec'hid.

21 N'eus ket a beoc'h evit ar re zrouk, eme va Doue.

Lean sinn:



Sanasan