Izaia 56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 56 1 Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezañ diskuliet. 2 Eürus an den a ra an traoù-se hag ar mab-den en em stag outo, o virout ar sabad hep e zisakrañ, hag o herzel e zaouarn d'ober droug. 3 Mab an diavaeziad hag a zo staget ouzh an AOTROU, ra ne lavaro ket: An AOTROU am dilamm kuit eus e bobl. Ar spazhad, ra ne lavaro ket: Setu ez on ur wezenn sec'h. 4 Rak evel-henn e komz an AOTROU: D'ar spazhidi hag a vir va deizioù sabad hag a zibab ar pezh a blij din hag en em stag ouzh va emglev, 5 e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit. 6 Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev, 7 o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù. 8 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija. 9 C'hwi holl loened ar parkeier deuit da zebriñ, ha c'hwi holl loened ar c'hoadoù. 10 An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ. 11 Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ, 12 hag e lavaront: Deuit, mont a ran da gerc'hat gwin, en em vezvomp gant evajoù kreñv, hag e vo warc'hoazh evel hiziv ha kalz muioc'h c'hoazh. |