Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 55 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 55

1 Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeañ!

2 Perak e pouezit arc'hant evit ar pezh n'eo ket bara? Perak e labourit evit ar pezh na leugn ket? Selaouit ouzhin hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag hoc'h ene a vo plijet gant ar pezh a zo gwellañ.

3 Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.

4 Setu, e lakaet em eus da vezañ un test evit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar pobloù.

5 Setu e c'halvi ar vroad n'anavezes ket, hag ar broadoù n'anavezent ket ac'hanout a zeredo da'z c'havout, abalamour d'an AOTROU da Zoue ha da Sant Israel en devo roet gloar dit.

6 Klaskit an AOTROU e-pad ma en em gav, galvit anezhañ e-pad m'emañ tost.

7 Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.

8 Rak va soñjoù n'int ket ho soñjoù, hag hoc'h hentoù n'int ket va hentoù, eme an AOTROU.

9 Ken uhel eo an neñvoù a-us d'an douar, ken uhel va hentoù a-us d'hoc'h hentoù, ha va soñjoù a-us d'ho soñjoù.

10 Evel ma tiskenn ar glav hag an erc'h eus an neñvoù, ha ne zistroont ket hep bezañ douraet an douar hag e strujusaet, hep bezañ e lakaet da ziwanañ, evit reiñ had d'an hader ha bara d'an hini a zebr,

11 evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.

12 Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc'h. Ar menezioù hag ar c'hrec'hioù a laosko kriadennoù a levenez dirazoc'h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.

13 E-lec'h spern e kresko siprez, e-lec'h drez e kresko meurta, ha kement-se a vo evit an AOTROU ur c'hloar, un arouez peurbadus na vo ket dilamet.

Lean sinn:



Sanasan