Izaia 54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 54 1 Laouena, gaonac'h, te na c'hanes ket, strak ha laosk kriadennoù a levenez, te na c'houzañves ket gwentloù ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU. 2 Ledana tachad da deltenn, astenn dizamant stignoù da dinelloù, hira da gerdin, starta da beulioù, 3 rak en em ledañ a ri a-zehou hag a-gleiz, da lignez a berc'henno ar broadoù, hag a vo o chom e kêrioù bet dismantret. 4 Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh. 5 Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv. 6 Rak an AOTROU en deus da c'halvet evel ur vaouez dilezet ha glac'haret en he spered, evel ur wreg a yaouankiz a vefe bet kaset kuit, eme da Zoue. 7 Da zilezet em eus evit ur predig, met ez tegemerin gant trugarezioù bras. 8 Kuzhet em eus va dremm ur pennad ouzhit da goulz va c'hounnar, met truez am eus ouzhit dre un drugarez peurbadus, eme an AOTROU da zasprener. 9 Kement-mañ a vo evidon evel gant doureier Noe, evel pa em boa touet n'en em skuilhje ken doureier Noe war an douar, evel-se em eus touet na gounnarfen ken ouzhit ha na c'hourdrouzfen ken ac'hanout. 10 Pa zeufe ar menezioù da bellaat, hag ar c'hrec'hioù da vrañsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc'h ne vrañsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit. 11 Te a zo glac'haret, pilet gant ar barr-amzer, hep frealz, ha setu ez an da sterniañ da vein gant antimoan ha da ziazezañ ac'hanout war safir, 12 ober a rin da granelloù gant rubiz, da zorojoù gant mein-granat, da holl vogerioù gant mein prizius. 13 Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc'h da vibien a vo bras. 14 Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit. 15 Pa vo iriennoù ez enep, ne vint ket eus va ferzh, an neb a zroukc'hraio ez enep a gouezho dirazout. 16 Setu, me a grouas ar gov a c'hwezh war ar glaou entanet, hag a denn ac'hano ur benveg evit e labour, ha me a grouas an distrujer evit freuzañ. 17 Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU. |