Izaia 52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 52 1 Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan. 2 Hej ar boultrenn diwarnout, sav, Jeruzalem! Distag ereoù da c'houzoug, merc'h Sion, sklavez! 3 Evel-henn e komz an AOTROU: Gwerzhet oc'h bet evit netra, hep arc'hant ivez e viot dasprenet. 4 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Va fobl a ziskennas gwechall d'an Ejipt evit chom eno. Goude-se an Asirian a waskas anezhañ hep abeg. 5 Ha bremañ petra am eus d'ober amañ, eme an AOTROU, pa'z eo bet tapet kuit va fobl evit netra? Ar re a ren warno a laosk kriadennoù, eme an AOTROU, ha va anv a zo dismegañset dibaouez, bemdez. 6 Setu perak ec'h anavezo va fobl va anv, ha setu perak ec'h anavezo en deiz-se ez eo me an hini a lavar: Setu-me amañ! 7 Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren! 8 Da c'hedourien a savo o mouezh. Sevel a reont o mouezh a-gevret, hag e laoskont kriadennoù a levenez, rak gwelout a reont lagad ouzh lagad an AOTROU o tistreiñ Sion. 9 Laoskit a-gevret kriadennoù a levenez, o dismantroù Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem. 10 An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue. 11 En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU! 12 Ned eot ket er-maez gant hast, ha ne gerzhot ket en ur dec'hout, rak an AOTROU a yelo dirazoc'h, ha Doue Israel a vo ho kward a-dreñv. 13 Setu, va servijer a raio berzh, kreskiñ a raio, savet e vo, uhelaet meurbet. 14 Evel ma'z eo bet souezhet kalz a dud ouzh da welout, kement e oa disneuziet e zremm e-keñver hini un den, hag e stumm e-keñver hini mab un den, 15 evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho. |