Izaia 50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 50 1 Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm. 2 Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed. 3 Gwiskañ a ran an neñvoù a deñvalijenn, hag e lakaan ur sac'h d'o goleiñ. 4 An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl. 5 An Aotrou AOTROU en deus digoret va skouarn, ha ne'm eus ket enebet, ne'm eus ket kilet en a-dreñv. 6 Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù. 7 An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon, setu perak n'on ket mezhek. Lakaet em eus va dremm heñvel ouzh ur maen, ha gouzout a ran ne vin ket abafet. 8 Tost emañ an hini a reisha ac'hanon: Piv a dabuto em enep? Ra en em ziskouezimp a-gevret: Piv eo va c'hevrenn enep? Ra dostaio ouzhin! 9 An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon: Piv am c'hondaono? Int holl a vo teuc'h evel un dilhad, ar preñved o debro. 10 Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue! 11 C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet. |