Izaia 49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 49 1 Selaouit, inizi! Bezit evezhiek, pobloù a-bell! An AOTROU en deus va galvet adalek ar c'hof, meneget en deus va anv adalek askre va mamm. 2 Graet en deus evel ur c'hleze lemm eus va genoù, goloet en deus ac'hanon gant skeud e zorn, graet en deus ganin ur bir lufret mat, kuzhet en deus ac'hanon en e glaouier. 3 Lavaret en deus din: Va servijer out, Israel, ennout em bo va gloar. 4 Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue. 5 Ha bremañ e komz an AOTROU, eñ hag en deus va stummet adalek ar c'hof evit bezañ e servijer, evit degas Jakob d'e gavout en-dro, hag Israel strewet; met e vin enoret dirak daoulagad an AOTROU, ha va Doue a vo va nerzh. 6 Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar. 7 Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet. 8 Evel-henn e komz an AOTROU: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus en deiz ar silvidigezh; da ziwall a rin, da lakaat a rin da vezañ va emglev gant ar bobl, evit adsevel ar vro, evit lodennañ an hêrezhioù dismantret, 9 evit lavarout d'ar re zalc'het: It er-maez! ha d'ar re a zo en deñvalijenn: En em ziskouezit! Peuriñ a raint a-hed an hentoù, hag e kavint pradennoù war an holl grec'hiennoù. 10 N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour. 11 Treiñ a rin va holl venezioù en hentoù, hag adsavet e vo va gwenodennoù. 12 Setu, int amañ a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c'huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed. 13 Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret. 14 Sion a lavare: An AOTROU en deus va dilezet, hag an Aotrou en deus va ankounac'haet. 15 Ar wreg, hag e c'hellfe ankounac'haat ar bugelig a vag? Hag e tremenfe hep kaout truez ouzh mab he c'hof? Ha pa ankounac'hafe, me n'ankounac'hain ket ac'hanout. 16 Setu em eus da engravet war balvoù va daouarn, da vogerioù a zo dalc'hmat dirak va daoulagad. 17 Emañ da vibien o tont buan, da zistrujerien ha da waskerien a yelo er-maez eus da greiz. 18 Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank. 19 Rak da lec'hioù dilaosket ha glac'haret, ha da vro wastet, a vo bremañ re enk evit da dud. Emañ o pellaat ar re a lonke ac'hanout. 20 A-nevez e lavaro dit ouzh da zivskouarn ar vibien az po, goude bezañ kollet ar re all: N'eus ket frankiz a-walc'h evidon, gra lec'h din evit ma c'hellin en em ziazezañ eno. 21 Hag e lavari ez kalon: Piv en deus roet ar vugale-mañ din? Kollet em boa va bugale hag e oan en distro, divroet ha dalc'het, piv en deus desavet ar re-mañ? 22 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e savin va dorn etrezek ar broadoù, hag e savin va banniel etrezek ar pobloù, degas a raint da vibien etre o divrec'h, hag e tougint da verc'hed war o skoaz. 23 Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon. 24 Daoust hag e vo lamet e breizh digant an den kreñv? Hag e vo dieubet an hini reizh a zo dalc'het? 25 Evel-henn e komz an AOTROU: Ya, lamet e vo digant an den kreñv ar re a zo dalc'het gantañ, ha tennet e vo e breizh digant an den spontus, rak me a dabuto a-enep da enebourien, me a zieubo da vibien. 26 Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob. |