Izaia 48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 48 1 Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder. 2 Rak kemer a reont anv ar gêr santel, hag en em harpont war Doue Israel, a zo e anv: AOTROU an armeoù. 3 Disklêriet em eus abaoe pell 'zo an traoù kentañ, deuet int eus va genoù, o embannet em eus, souden em eus graet anezho, hag ez int c'hoarvezet. 4 Rak gouzout a raen e oas kaledet, e oa da c'houzoug ur sparl-houarn, ha da dal un tamm-arem, 5 disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet. 6 Klevet ec'h eus! Gwel anezho holl! Ha n'embannot ket anezho hoc'h-unan? Reiñ a ran dit da glevout bremañ traoù nevez, traoù kuzhet ha n'anavezes ket. 7 Bremañ ez int krouet ha n'eo ket diagent, a-raok an deiz-mañ n'anavezes netra anezho, evit na lavarfe ket: Setu, me a ouie kement-se. 8 Ne'c'h eus ket klevet, ne'c'h eus ket anavezet, n'eo ket bet digoret a-raok da skouarn, rak gouzout a raen na vankfes ket da vezañ disleal: Anvet out bet disent abaoe ar c'hof. 9 Abalamour da'm anv em eus daleet va c'hounnar, abalamour da'm meuleudi en em zalc'han ez keñver, ha ne zistrujan ket ac'hanout. 10 Setu, em eus amprouet ac'hanout, met n'eo ket evel an arc'hant, da zibabet em eus e teuzlestr ar glac'har. 11 Abalamour din, abalamour din-me va-unan e ran kement-se. Rak penaos e vefe disakret va anv? Ne roin ket va gloar da unan all. 12 Selaou ouzhin, Jakob, ha te, Israel, am eus galvet! Me eo an hini a zo ar c'hentañ, ha me eo ivez an diwezhañ. 13 Va dorn en deus diazezet an douar, ha va zu dehou en deus astennet an neñvoù; o gervel a ran, hag en em ziskouezont a-gevret. 14 En em vodit holl, ha selaouit: Pehini anezho en deus disklêriet an traoù-se? An AOTROU en deus e garet: eñ a gaso da benn e blijadur a-enep Babilon, e vrec'h a vo a-enep ar Galdeiz. 15 Me eo, me eo am eus komzet ha galvet anezhañ; me am eus e zegaset, hag e teuio a-benn d'e hent. 16 Tostait ouzhin ha selaouit kement-mañ: Abaoe ar penn-kentañ ne'm eus ket komzet e kuzh, abaoe m'eo c'hoarvezet an dra edon eno. Ha bremañ an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac'hanon. 17 Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac'hanout dre an hent a dleez kerzhout warnañ. 18 O! Ma vijes evezhiek ouzh va gourc'hemennoù! Da beoc'h a vije evel ur stêr, ha da reizhder evel gwagennoù ar mor, 19 da lignez a vije evel an traezh, ha diskennidi da gof evel e c'hreun, da anv ne vije ket bet lamet na diverket a-zirazon. 20 It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer. 21 N'o deus ket bet sec'hed p'en deus lakaet anezho da gerzhout dre ar gouelec'hioù, lakaet en deus da darzhañ evito dour eus ar roc'h, faoutet en deus ar roc'h ha ruilhet o deus an dourioù. 22 N'eus peoc'h ebet evit ar re zrouk, eme an AOTROU. |