Izaia 47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 47 1 Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus. 2 Kemer ar mein-milin ha mal bleud, distag da ouel, troñs da vrozh, dizolo da zivesker, tremen er stêrioù. 3 Da noazhder a vo dizoloet, ha da vezh a vo gwelet. Me a denno veñjañs, ha n'espernin den. 4 Hon Dasprener a zo anvet AOTROU an armeoù, Sant Israel. 5 Azez sioul, tec'h en deñvalijenn, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet pennrouanez ar rouantelezhioù. 6 Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh, 7 ha lavaret ec'h eus: Me a vo pennrouanez da virviken! Ha ne'c'h eus ket taolet evezh, na soñjet diwar-benn diwezh an traoù-mañ. 8 Bremañ eta selaou kement-mañ, te an hini blijus a zo o chom disoursi, hag a lavar ez kalon: Me ha nikun all ebet; ne zeuin ket da vezañ intañvez, n'anavezin ket kañvoù a vugale! 9 Dont a raio warnout an daou dra-se, en ur pennad hag en un hevelep deiz: kañvoù a vugale hag intañvelezh. Dont a raint warnout war un dro, en abeg da niver bras da strobinelloù, hag en abeg da c'halloud da achanterezh. 10 Fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec'h eus: Den ne wel ac'hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec'h eus lavaret ez kalon: Me, ha nikun all ebet. 11 Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na'z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c'helli ket distreiñ ar glac'har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit. 12 En em zalc'h eta gant da achanterezh ha gant niver bras da strobinelloù, ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz. Marteze e c'helli tennañ gounid diouto, marteze e teui da vezañ spontus. 13 Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit. 14 Setu deuet int evel plouz, an tan a zev anezho, ne zieubint ket o ene eus galloud ar flamm, ne vo ket regez evit en em dommañ, nag un tan evit azezañ dirazañ. 15 Evel-se e vo evidout ar re a boanies ganto, ar re ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz; kerzhout a reont pep hini diouzh e du, n'eus den da saveteiñ ac'hanout. |