Izaia 46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 46 1 Bel a bleg, Nebo a stou, o idoloù a ya war gein loened, war loened-samm. An traoù a zougec'h a zo deuet da vezañ ur bec'h, ur samm d'al loened divi. 2 Stouiñ ha plegañ a reont a-gevret, ne c'hellont ket saveteiñ ar samm, int o-unan a ya d'ar sklavelezh. 3 Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c'hwi holl nemorant ti Israel; en em vec'hiet on ac'hanoc'h adalek ar c'hof, ho touget em eus abaoe ar mammog. 4 Betek ho kozhni e chomin an hevelep hini, betek ho kozhni gwenn e skoazellin ac'hanoc'h. Graet em eus kement-se dija, hag ho tougin c'hoazh, ho skoazellin hag ho tieubin. 5 Ouzh piv va hañvalot ha da biv em lakaiot kevatal? Ouzh piv va c'heñveriot, evit ma vijemp heñvel? 6 Skuilhañ a reont aour eus o yalc'h hag e pouezont arc'hant gant ar valañs, paeañ a reont un orfebour d'ober un doue, hag ec'h azeulont anezhañ hag e stouont dirazañ. 7 E zougen a reont, en sammont war o skoaz, en lakaont en e lec'h, hag e chomo eno hep fiñval eus e lec'h. Goude e youc'hint dezhañ, met ne responto ket ha ne saveteo ket eus an estrenvan. 8 Ho pet soñj eus an traoù-mañ ha bezit gwazed! Degasit anezho da soñj d'ho kalonoù, pec'herien! 9 Ho pet soñj eus traoù kentañ an amzer gozh, rak me a zo Doue ha n'eus ket un doue all, n'eus hini ebet eveldon. 10 Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din. 11 Me a c'halv eus ar sav-heol al labous-preizh, hag eus un douar pell den va c'hoantoù. Ar pezh a lavaran a lakaan d'en em gavout, hag ar pezh a ijinan a sevenan. 12 Selaouit ouzhin, tud kaledet a galon ha pellaet diouzh ar reizhder! 13 Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n'emañ ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar. |