Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 45

1 Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniañ dirazañ ar broadoù, evit dizeren gourizoù ar rouaned, evit digeriñ dirazañ an dorojoù, hag an dorojoù ne vint ket serret:

2 Mont a rin dirazout, hag ec'h eeunin an tosennoù, e torrin an dorojoù arem, e frikin ar sparloù houarn.

3 Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.

4 Abalamour da garantez Jakob va servijer, ha da Israel am eus dibabet, da c'halvet em eus dre da anv, da anvet pa n'anavezes ket ac'hanon.

5 Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all, n'eus doue ebet estregedon. Da c'hourizet em eus pa n'anavezes ket ac'hanon,

6 evit ma vo gouezet eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol n'eus hini ebet estregedon. Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.

7 Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.

8 Neñvoù, skuilhit ar glizh eus an nec'h, ra lakaio ar c'houmoul da zeverañ ar reizhder, ra zigoro an douar da zougen frouezh ar silvidigezh, ra ziwano ar reizhder ganti! Me an AOTROU a grou kement-se.

9 Gwalleur d'an hini a glemm a-enep e grouer, pa'z eo ur pod e-touez ar podoù-pri; met ar pri, hag e lavaro d'ar poder: Petra a rez? Pebezh labour! Ha ne'c'h eus ket daouarn?

10 Gwalleur d'an hini a lavar d'e dad: Perak ec'h engehentez? ha d'e vamm: Perak e c'hanez?

11 Evel-henn e komz an AOTROU, Sant Israel hag e grouer: Hag e c'houlennatit ac'hanon diwar-benn an traoù da zont? Hag e roit din urzhioù diwar-benn va mibien ha labour va daouarn?

12 Me eo am eus graet an douar ha krouet an den warnañ, me eo am eus astennet an neñvoù gant va daouarn ha roet al lezenn d'o arme,

13 me eo am eus savet hemañ gant reizhder ha plaenaet e holl hentoù. Eñ a adsavo va c'hêr hag a gaso en-dro va re zalc'het, hep resev paeamant na donezon, eme AOTROU an armeoù.

14 Evel-henn e komz an AOTROU: Labour an Ejipt, gounid an Etiopia, ar re ventek eus Seba, a dremeno etrezek ennout hag a vo dit. Kerzhout a raint war da lerc'h, hag e tremenint chadennet, hag e stouint dirazout, hag ec'h aspedint ac'hanout: Doue n'en em gav nemet ganit, n'eus doue all ebet.

15 A-dra-sur te eo an Doue hag en em guzh, Doue Israel, ar Salver.

16 Holl int mezhek ha pinous. Mont a reont kuit a-unvan gant mezh, an oberourien idoloù.

17 Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.

18 Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.

19 Ne'm eus ket komzet e kuzh, nag en ul lec'h teñval eus an douar, ne'm eus ket lavaret da lignez Jakob: Va c'hlaskit en aner. Me eo an AOTROU, an hini a zisklêr ar pezh a zo reizh hag a gemenn ar pezh a zo eeun.

20 En em zastumit ha deuit, tostait a-unvan, c'hwi hag a zo en em dennet eus ar broadoù. N'anavezont netra ar re a zoug koad o skeudenn gizellet, hag a gas o fedenn d'un doue na savete ket.

21 Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.

22 Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.

23 Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.

24 Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.

25 Gant an AOTROU e vo reishaet holl lignez Israel, hag e kavint gloar ennañ.

Lean sinn:



Sanasan