Izaia 44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 44 1 Ha bremañ selaou, o Jakob va servijer, hag Israel am eus dibabet! 2 Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da graet ha stummet adalek kof da vamm, an hini a zo da sikour: Na'z pez ket aon, o Jakob va servijer, ha Jeshurun am eus dibabet! 3 Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi. 4 Hag e kreskint evel pa vefent e-kreiz ar geot, evel haleg a-hed an dour o redek. 5 Unan a lavaro: Me a zo d'an AOTROU. Unan all a lavaro: Me a zo da Jakob. Unan all a skrivo gant e zorn: D'an AOTROU, hag e vo lesanvet dre anv Israel. 6 Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon. 7 Piv a laka e vouezh da glevout eveldon abaoe ma em eus diazezet ar bobl gozh? Ra en disklêrio ha ra en prouo. Ra gemenno an amzer da zont hag an traoù a dle c'hoarvezout. 8 N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all. 9 Oberourien ar skeudennoù kizellet n'int holl nemet netra, hag o oberennoù kaerañ ne servijont da vann ebet. Int o-unan a zo testoù a gement-se dezho: ne welont ket ha n'anavezont ket, evit ma vint mezhek. 10 Piv en deus doareet un doue ha teuzet ur skeudenn gizellet, evit tremen hep kaout gounid ebet? 11 Setu ma vo mezhek e holl genlabourerien, rak an oberourien-se n'int nemet tud. Ra en em zastumint ha ra en em ziskouezint holl, spouronet ha mezhekaet e vint holl! 12 Ar gov a gemer ur vouc'hal, hag e labour gant glaou. Doareañ a ra gant morzholioù, labourat a ra dre nerzh e vrec'h, kement m'en deus naon ha ma'z eo dinerzh, n'ev ket a zour hag eo faezh. 13 Ar c'halvez a astenn ur gordenn. Tresañ a ra gant ur gleizenn, stummañ a ra gant ur gizell, merkañ a ra gant ur c'helc'hier, da reiñ evel dremm un den, e doare kaer a zen, evit ma vo o chom en ti. 14 Troc'hañ a ra sedrez, hag e kemer ur wezenn-siprez pe un dervenn en deus dibabet e-touez gwez ar goadeg. Plantañ a ra ur wezenn, hag ar glav a laka anezhi da greskiñ. 15 Hag e servijint d'an den da zeviñ; kemer a raio diouto evit en em dommañ; ganto ec'h enaouo tan evit poazhañ bara; ober a ra ivez un doue diouto evit e azeuliñ, ur skeudenn gizellet evit stouiñ dirazi. 16 An hanter anezho a zev en tan; gant an hanter-se e fich e gig, e ra ur rost hag en deus e walc'h; en em dommañ a ra ivez hag e lavar: Mat! En em dommañ a ran, gwelout a ran ar flamm! 17 Ha gant ar peurrest e ra un doue, e skeudenn gizellet, hag e stou dirazi, ec'h azeul anezhi, e ped anezhi en ur lavarout: Dieub ac'hanon, rak va doue out. 18 N'anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c'hellont ket gwelout, o c'halon ha ne c'hellont ket kompren. 19 Hini ebet ned a ennañ e-unan, den n'en deus anaoudegezh pe skiant evit lavarout: An hanter anezho am eus devet en tan, poazet em eus bara war ar glaou, rostet em eus kig hag e zebret em eus; daoust hag e rin un euzhusted gant an nemorant? Hag e stouin dirak un tamm koad? 20 Emañ o peuriñ ludu, dianket eo gant e galon douellet, ne c'hell na dieubiñ e ene na lavarout: Ha ne vefe ket ur gaou a zalc'han em dorn? 21 O Jakob, o Israel, az pez soñj a gement-mañ! Rak va servijer ez out. Da stummet em eus evit bezañ va servijer, o Israel! Ne vi ket ankounac’haet ganin. 22 Diverket em eus da zrougoberoù evel ur goabrenn deñval, ha da bec'hedoù evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus. 23 Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel. 24 Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan. 25 Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez, 26 me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret, 27 me a lavar d'an donder: Disec'het e vi, da stêrioù a gasin da hesk, 28 me a lavar diwar-benn Kiruz: Va mesaer eo, kas a raio da benn va holl youl, lavarout a raio da Jeruzalem: Adsavet e vi, ha d'an templ: Diazezet e vi. |