Izaia 43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 43 1 Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out. 2 Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout. 3 Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec'h. 4 Peogwir ez out prizius dirak va daoulagad, hag ez out bet enoret, hag e karan ac'hanout, e roin tud evidout, ha pobloù evit da vuhez. 5 Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit. Degas a rin da rummad eus ar sav-heol, dastum a rin da lignez eus ar c'huzh-heol. 6 Lavarout a rin d'an hanternoz: Ro! ha d'ar c'hreisteiz: Na zalc'h ket! Degas va mibien eus ar broioù pell, ha va merc'hed eus pennoù an douar, 7 ar re holl a zo anvet dre va anv, ar re am eus krouet evit va gloar, ar re am eus stummet ha graet. 8 Ra vo lakaet da zont er-maez ar bobl dall hag o deus daoulagad, ar re vouzar hag o deus divskouarn. 9 Ra vo dastumet an holl vroadoù a-gevret, ra vo bodet ar pobloù. Piv en o zouez en deus disklêriet kement-se? Piv en deus lakaet da glevout an traoù tremenet? Ra zegasint o zestoù, ra en em reishaint, ra vint klevet, ra vo lavaret: Ar wirionez eo! 10 C'hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediñ ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N'eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc'h. 11 Me eo, me eo an hini a zo an AOTROU, n'eus salver ebet estregedon. 12 Me eo an hini en deus disklêriet, saveteet, roet da anavezout, ha n'eus ket bet en ho touez un doue estren. C'hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, penaos on-me Doue. 13 A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober? 14 Evel-henn e komz an AOTROU, ho tasprener, Sant Israel: Abalamour deoc'h em eus kaset tud a-enep Babilon, ha lakaet anezho holl da vezañ tec'hidi, ha youc'h ar Galdeiz a zo klevet war al listri. 15 Me eo an AOTROU, ho Sant, krouer Israel, ho Roue. 16 Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus digoret un hent er mor, hag ur wenodenn a-dreuz an doureier galloudus, 17 an hini en deus kaset er-maez kirri ha kezeg, un arme ha brezelourien greñv, evit bezañ gourvezet a-gevret hep sevel ken, evit bezañ mouget, lazhet evel ul lutigenn. 18 N'ho pet ken soñj eus an traoù tremenet, n'eveshait ken ouzh an amzer gozh. 19 Setu ez an d'ober un dra nevez, emañ bremañ o vleuniañ, ha n'anavezit ket? Lakaat a rin un hent er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud. 20 Loened ar parkeier a roio gloar din, gant an aourgon hag ar struskañvaled, dre ma em bo lakaet doureier er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud, evit reiñ da evañ da'm fobl, va re zibabet. 21 Stummet em eus ar bobl-mañ, hag e tisklêrio va meuleudi. 22 Met ne'c'h eus ket va galvet, o Jakob! Skuizhet out ganin, o Israel! 23 Ne'c'h eus ket kinniget din oaned da loskaberzhoù, ne'c'h eus ket va enoret gant da aberzhoù, ne'm eus ket trubuilhet ac'hanout evit profoù, ne'm eus ket skuizhet ac'hanout evit ezañs, 24 Ne'c'h eus ket prenet din, evit arc'hant, korz-frondus, ne'c'h eus ket leuniet ac'hanon gant druzoni da aberzhoù, met va bec'hiet ec'h eus en abeg da'z pec'hedoù, va skuizhet ec'h eus gant da zireizhder. 25 Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù. 26 Degas soñj din, divizomp a-gevret, gra da gont evit bezañ reishaet. 27 Da dad kentañ en deus pec'het, da gelennerien a zo en em savet a-enep din, 28 setu perak em eus lakaet pennoù ar santual da zic'hlan, Jakob da verz, hag Israel d'an dismegañs. |