Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 40

1 Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.

2 Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.

3 Ur vouezh a gri er gouelec'h: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;

4 pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha pep krec'hienn a vo izelaet, al lec'hioù gwariet a vo eeunaet, al lec'hioù torgennek a zeuio da vezañ plaenennoù;

5 gloar an AOTROU a vo diskuliet, ha pep kig war un dro a welo anezhañ, rak genoù an AOTROU en deus komzet.

6 Ur vouezh a lavar: Youc'h! Hag e voe respontet: Petra a youc'hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuñv ar parkeier.

7 Ar geot a zisec'h hag ar bleuñv a gouezh, pa dremen warno Spered an AOTROU; a-dra-sur, evel geot eo ar bobl.

8 Ar geot a zisec'h hag ar bleuñv a gouezh, met komz an AOTROU a chom da virviken.

9 Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!

10 An Aotrou AOTROU a zeuio gant galloud, ren a raio dre nerzh e vrec'h, e c'hopr a vo gantañ, hag e oberennoù dirazañ.

11 Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.

12 Piv en deus muzuliet gant e voz an doureier? Piv en deus mentet gant ar rahouenn an neñvoù? Piv en deus dastumet en ur muzul poultr an douar? Piv en deus pouezet er c'hroched ar menezioù, hag ar c'hrec'hioù gant ar valañs?

13 Piv en deus mentet Spered an AOTROU? Piv a zo bet e guzulier, evit e gelenn?

14 Digant piv en deus kemeret kuzul? Piv en deus roet skiant dezhañ? Piv en deus kelennet dezhañ hent ar varnedigezh, kelennet dezhañ an anaoudegezh, diskouezet dezhañ gwenodenn ar poell?

15 Emañ ar broadoù evel ur banne o teverañ eus ur sailh, kontet int evel ur boultrenn en ur valañs; an inizi a zo sammedet evel traoùigoù munut.

16 Ne vefe ket a-walc'h eus al Liban evit an tan, ha ne vefe ket a-walc'h eus al loened evit al loskaberzh.

17 An holl vroadoù a zo evel netra dirazañ; evitañ ez int kontet evel mann ha distumm.

18 Ouzh piv ec'h hañvalot Doue? Gant peseurt heñveledigezh e keñveriot anezhañ?

19 Ar micherour a deuz ur skeudenn gizellet, an orfebour a wisk anezhi gant aour hag a ra dezhi chadennoù arc'hant.

20 An hini re baour evit kinnig kalz a zibab ur c'hoad divreinus hag a glask ur micherour ijinus, evit ober ur skeudenn gizellet na fiñvo ket.

21 Ha n'hoc'h eus ket a anaoudegezh? Ha n'hoc'h eus ket klevet? Ha n'eo ket bet lavaret deoc'h adalek ar penn kentañ? Ha n'hoc'h eus ket komprenet diazezadenn an douar?

22 Eñ eo an hini a zo azezet dreist boul an douar, ma'z eo ar re a zo o chom ennañ evel kilheien-raden. Eñ eo an hini a astenn an neñvoù evel ur ouel, hag o displeg evel un deltenn da chom enni.

23 Eñ eo an hini a gas ar briñsed da netra, hag a laka da vezañ evel mann barnerien an douar.

24 A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.

25 Ouzh piv ec'h hañvalot ac'hanon, da biv e vin par? eme ar Sant.

26 Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.

27 Perak e lavarez, Jakob, perak e komzez evel-henn, Israel: Kuzhet eo va hent ouzh an AOTROU, diverz eo va barnedigezh gant va Doue?

28 Ha n'ouzout ket? Ha ne'c'h eus ket e glevet? An AOTROU eo an Doue peurbadus, an hini en deus krouet pennoù an douar; n'eo na skuizh na faezh, ha ne c'heller ket furchal e skiant.

29 Reiñ a ra nerzh d'an hini a zo skuizh, kreskiñ a ra kreñvder an hini dic'halloud.

30 Ar grennarded en em skuizh hag en em faezh, an dud yaouank a vrañsell hag a gouezh,

31 met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.

Lean sinn:



Sanasan