Izaia 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 1 En deiz-se e krogo seizh gwreg en ur gwaz hepken, o lavarout: Ni a zebro hor bara hag en em wiskimp eus hon dilhad, ra dougimp hepmuiken da anv, laka hon dismegañs da baouez! 2 En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel. 3 An hini a vano e Sion, an hini a vo chomet en nemorant eus Jeruzalem, a vo anvet santel, ar re holl eus Jeruzalem a zo bet enskrivet da vevañ, 4 p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum. 5 War holl dachennad Menez Sion, ha war e vodadegoù, e krouo an AOTROU ur goabrenn hag ur vogedenn e-pad an deiz, ha sked un tan flammus e-pad an noz, rak ar c'hloar a warezo an holl. 6 Hag e vo ul logell a roio skeud a-enep an tommder e-pad an deiz, hag a servijo da repu ha da vodenn a-enep ar c'hurun hag ar glav. |