Izaia 39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 39 1 En amzer-se Merodak-Baladan mab Baladan, roue Babilon, a gasas ul lizher gant ur prof da Ezekiaz, rak en doa gouezet e oa bet klañv hag e oa yac'haet. 2 Ezekiaz a voe laouen a gement-se, hag e tiskouezas dezho ti e draoù prizius, an arc'hant, an aour, al louzoù-frondus, an eoul prizius, e holl harnezioù, kement en em gave en e deñzorioù. Ne voe netra a gement na ziskouezas ket Ezekiaz en e di pe en e holl zomani. 3 Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekiaz, hag e lavaras dezhañ: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec'h ez int deuet da'z kavout? Ezekiaz a respontas: Deuet int da'm c'havout eus ur vro bell, eus Babilon. 4 Neuze e lavaras: Petra o deus gwelet ez ti? Ezekiaz a respontas: Gwelet o deus kement a zo em zi, n'eus netra em zeñzorioù ha na'm eus ket diskouezet dezho. 5 Neuze Izaia a lavaras da Ezekiaz: Selaou komz AOTROU an armeoù: 6 Setu e teuio an deizioù ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoù dastumet en o zeñzorioù betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU. 7 Kemeret e vo zoken eus da vibien, eus ar re zeuet ac'hanout, bet ganet ac'hanout, evit bezañ spazhidi e palez roue Babilon. 8 Ezekiaz a lavaras da Izaia: Mat eo komz an AOTROU ac'h eus disklêriet. Hag e lavaras: Dre ma vo peoc'h ha surentez e-pad va deizioù! |