Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 38

1 En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.

2 Neuze Ezekiaz a droas e zremm ouzh ar voger hag a bedas an AOTROU,

3 hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.

4 Neuze e voe disklêriet komz an AOTROU ouzh Izaia, o lavarout:

5 Kae ha lavar da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu e lakaan pemzek vloavezh ouzhpenn war da zeizioù.

6 Me a zieubo ac'hanout, te hag ar gêr-mañ, diouzh dorn roue Asiria, hag e tiwallin ar gêr-mañ.

7 Setu evidout an arouez a-berzh an AOTROU, penaos e seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet:

8 Emaon o vont da lakaat da souzañ en-adreñv a zek derez skeud an derezioù en deus dija diskennet war horolaj-heol Akaz. Hag e kilas an heol eus dek derez diwar an derezioù en doa dija diskennet.

9 Skrid Ezekiaz roue Juda, pa voe klañv ha pa voe yac'haet eus e gleñved:

10 Lavarout a raen: Pa'z eo sioul va deizioù, mont a ran betek dorojoù lec'h ar marv, lamet eo diganin an nemorant eus va bloavezhioù.

11 Lavarout a raen: Ne welin ken an AOTROU war zouar ar re vev, ne welin ken den e-touez ar re a zo o chom er bed.

12 Va chomaj a zo lamet diganin evel teltenn ur mesaer, troc'het eo va buhez evel al lien a zistag ar gwiader diouzh ar stern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.

13 Soñjal a raen betek ar beure: evel ul leon, bruzunañ a raio va eskern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.

14 Grozmolat a raen evel ar wennili, huanadiñ a raen evel ar goulm, va daoulagad a zo aet skuizh o sellout ouzh an nec'h. AOTROU, bec'hiet on, bez va surentez.

15 Petra a lavarin? Komzet en deus ouzhin, hag eñ eo en deus henn graet. Kerzhout a rin uvel e-pad va bloavezhioù e c'hwervded va ene.

16 AOTROU, dre eno eo ar vuhez, aze emañ buhez va spered. Yac'haat a rez ac'hanon, reiñ a rez din da vevañ.

17 Va c'hwervded vras a zo troet e peoc'h, karet ec'h eus va ene hag e dennet eus poull an distruj, rak taolet ec'h eus a-drek da gein va holl bec'hedoù.

18 Lec'h ar marv ne veul ket ac'hanout, ar marv n'en em blij ket ennout; ar re a ziskenn er poull ne c'hellont ken gedal da fealded.

19 An hini bev, an hini bev, a veulo ac'hanout, evel ma ran hiziv; an tad a roio da anavezout da fealded d'e vibien.

20 An AOTROU eo va silvidigezh, hag e kanimp war hor binvioù-kerdin holl zeizioù hor buhez e ti an AOTROU.

21 Lavaret en doa Izaia: Ra vo kemeret ur bern fiez, da vezañ astennet evel ur palastr war ar gouli, hag e yac'haio.

22 Lavaret en doa Ezekiaz: Petra a vo da arouez din ma pignin da di an AOTROU?

Lean sinn:



Sanasan