Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 37

1 Pa glevas kement-se, ar roue Ezekiaz a rogas e zilhad hag en em c'holoas gant ur sac'h, hag ez eas da di an AOTROU.

2 Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.

3 Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.

4 Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.

5 Servijerien ar roue Ezekiaz a zeuas eta da gavout Izaia.

6 Izaia a lavaras dezho: Evel-henn e komzot d'ho mestr: Evel-henn e komz an AOTROU: Na'z pez ket aon rak ar c'homzoù ec'h eus klevet, hag o deus va dismegañset drezo servijerien roue Asiria.

7 Setu ez an da lakaat ennañ ur spered e doare ma tistroio d'e vro o vezañ klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhañ da gouezhañ dre ar c'hleze en e vro.

8 Rabshake a zistroas hag a gavas roue Asiria oc'h argadiñ Libna, rak klevet en doa e oa aet kuit eus Lakish.

9 Klevout a reas ar c'heloù-mañ diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. O vezañ klevet kement-se, e kasas kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho:

10 Evel-henn e komzot da Ezekiaz roue Juda o lavarout: Ra ne douello ket ac'hanout da Zoue ma fiziez ennañ o lavarout: Jeruzalem ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.

11 Setu, klevet ec'h eus petra o deus graet rouaned Asiria d'an holl vroioù ha penaos o deus distrujet anezho holl. Ha te a vefe dieubet?

12 Doueoù ar broadoù hag a zo bet distrujet gant va zud-kozh, Gozan, Charan, Rezef, mibien Eden a oa e Telasar, ha dieubet o deus anezho?

13 Pelec'h emañ roue Hamad, roue Arpad, roue kêr Sefarvaim, Hena pe Ivva?

14 P'en doe resevet Ezekiaz al lizher eus dorn ar gannaded hag e lennet, e pignas da di an AOTROU; Ezekiaz a zisplegas anezhañ dirak an AOTROU.

15 Hag Ezekiaz a bedas an AOTROU o lavarout:

16 AOTROU an armeoù, Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!

17 AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou holl gomzoù Sankerib, en deus kaset evit dismegañsiñ an Doue bev!

18 Gwir eo, AOTROU, penaos rouaned Asiria o deus gwastet an holl vroadoù hag o bro,

19 ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.

20 Bremañ eta AOTROU hon Doue, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioù an douar penaos out-te an AOTROU hepken.

21 Izaia mab Amoz a gasas da lavarout da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Pedet ec'h eus diwar-benn Sankerib roue Asiria,

22 setu ar gomz en deus disklêriet an AOTROU a-enep dezhañ: Disprizañ a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejañ a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.

23 Piv ac'h eus dismegañset ha goapaet? A-enep piv ec'h eus savet da vouezh, ha douget d'an nec'h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.

24 Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.

25 Toullet em eus puñsoù hag evet dour anezho, disec'het em eus gant solioù va zreid holl wazhioù-dour an Ejipt.

26 Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.

27 O zud a zo dinerzhet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c'hlasvez tener, evel foenn an toennoù, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.

28 Met anavezout a ran da chomlec'h, da zont ha da vont, ha da fulor a-enep din.

29 Dre ma'z out fuloret a-enep din, dre m'eo pignet da rogoni da'm divskouarn, lakaat a rin va c'hroched ez fronell ha va gweskenn ez muzelloù, hag e lakain ac'hanout da zistreiñ gant an hent ez out deuet gantañ.

30 Ha setu un arouez evidout, Ezekiaz: Debret e vo er bloaz-mañ ar pezh a zeuio anezhañ e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoù hag e tebrot ar frouezh anezho.

31 Hag an nemorant a zo en em dennet e ti Juda a vounto e wrizioù a-zindan hag a roio e frouezh a-us.

32 Rak eus Jeruzalem e teuio un nemorant, hag eus Menez Sion un nebeud tud. Gwarizi AOTROU an armeoù a raio kement-se.

33 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn roue Asiria: Ne zeuio ket er gêr-mañ, ne daolo bir ebet enni, ne lakaio ket ar skoed dirazi, ne savo ket a gae en hec'h enep.

34 Distreiñ a raio gant an hent ez eo deuet gantañ, ne zeuio ket er gêr-mañ, eme an AOTROU.

35 Diwall a rin kêr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.

36 Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.

37 Sankerib roue Asiria a savas e gamp, a yeas kuit hag a zistroas; hag ez eas da chom e Ninive.

38 Evel ma oa oc'h azeuliñ e ti Nisrok e zoue, Adrammelek ha Sharezer e vibien a skoas warnañ gant o c'hleze, hag e tec'hjont kuit da vro Ararad. Hag Esar-Haddon e vab a renas en e lec'h.

Lean sinn:



Sanasan