Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 36

1 Er pevarzekvet bloaz eus ar roue Ezekiaz, Sankerib roue Asiria a bignas a-enep holl gêrioù kreñv Juda hag o zapas.

2 Goude-se roue Asiria a gasas Rabshake eus Lakish da Jeruzalem gant un arme bras, a-enep roue Ezekiaz. Hag en em zalc'has e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer.

3 Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'e gavout gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.

4 Rabshake a lavaras dezho: Lavarit da Ezekiaz: Evel-henn e komz ar roue bras, roue Asiria: Petra eo ar fiziañs-se en em harpez warni?

5 Me a lavar dit, n'int nemet komzoù, ar c'huzul hag an nerzh a zo ret evit ar brezel. Ha bremañ e piv e fiziez evit en em sevel a-enep din?

6 Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.

7 Ha mar lavarez din: Ni a laka hor fiziañs en AOTROU hon Doue, daoust ha n'en deus ket lamet Ezekiaz e uhellec'hioù hag e aoterioù, en ur lavarout da Juda ha da Jeruzalem: Dirak an aoter-mañ e stouot?

8 Ha bremañ gra marc'had gant va mestr roue Asiria: reiñ a rin dit daou vil marc'h mar gellez kaout marc'hegerien da bignat warno.

9 Penaos e rafes evit kas war-dreñv an disterañ gouarnour eus servijerien va mestr pa fiziez en Ejipt, evit ar c'hirri hag ar varc'hegerien?

10 A-hend-all, hag-eñ eo hep an AOTROU ez on pignet a-enep al lec'h-mañ evit e zistrujañ? An AOTROU en deus lavaret din: Pign a-enep ar vro-se ha distruj anezhi.

11 Eliakiam, Shebna ha Joak a lavaras da Rabshake: Mar plij, komz ouzh da servijerien en Aramaeg, rak ec'h anavezomp anezhañ, ha na gomz ket e yezh Judaek ouzh divskouarn an dud a zo war ar voger.

12 Rabshake a lavaras dezho: Hag eo davet da vestr pe davedout en deus va c'haset va mestr evit lavarout an traoù-se? Ha n'eo ket etrezek an dud a zo war ar voger, a zo o tebriñ o mon hag oc'h evañ o zroazh ganeoc'h?

13 Neuze Rabshake en em zalc'has en e sav hag a grias a vouezh uhel e yezh Judaek, hag e lavaras: Selaouit komz ar roue bras, roue Asiria;

14 evel-henn e lavar ar roue: Ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h, rak ne c'hello ket ho tieubiñ.

15 Ra ne lakaio ket Ezekiaz ac'hanoc'h da fiziout en AOTROU en ur lavarout: An AOTROU ne vanko ket d'hon dieubiñ, hag ar gêr-mañ ne vo ket lezet e daouarn roue Asiria.

16 Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs,

17 betek ma teuin ha ma kasin ac'hanoc'h d'ur vro heñvel ouzh hoc'h hini, ur vro a winizh hag a win, ur vro a vara hag a winiegi.

18 Ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h en ur lavarout: An AOTROU hon dieubo. Doueoù ar broadoù, hag o deus dieubet pep hini e vro diouzh dorn roue Asiria?

19 Pelec'h emañ doueoù Hamad hag Arpad? Pelec'h emañ doueoù Sefarvaim? Ha dieubet eo bet zoken Samaria diouzh va dorn?

20 A-douez holl doueoù ar vroioù-se, pere o deus dieubet o bro diouzh va dorn, evit ma tieubo an AOTROU Jeruzalem diouzh va dorn?

21 Met int a davas ha ne respontjont ket ur ger dezhañ, rak ar roue en doa urzhiet-se o lavarout: Ne respontot ket dezhañ.

22 Hag Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour, a zistroas da gavout Ezekiaz, o dilhad roget, hag e lavarjont dezhañ komzoù Rabshake.

Lean sinn:



Sanasan