Izaia 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 34 1 Tostait, broadoù, da selaou! Ha c'hwi, pobloù, bezit evezhiek! Ra selaouo an douar, ha kement a zo ennañ! Ar bed ha kement a zeu diwarnañ! 2 Rak emañ kounnar an AOTROU war an holl vroadoù, e fulor war an holl armeoù, o lakaet en deus da verz, o roet en deus d'al lazhadeg. 3 O re varv a vo taolet er-maez, o c'horfoù-marv a laosko c'hwezh ar vreinadurezh d'en em skignañ, ar menezioù a ziruilho gant o gwad. 4 Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn. 5 Rak va c'hleze a zo mezviet en neñvoù, setu ez an da ziskenn war Edom ha war ar bobl am eus lakaet da verz, evit he barn. 6 Kleze an AOTROU a zo leun a wad, goloet eo a zruzoni, gwad oaned ha bouc'hed, druzoni lounezhi an tourzed, rak an AOTROU en deus graet un aberzh e Bozra, ul lazhadeg vras e bro Edom. 7 Ganto e kouezho ar bualed, hag al leueoù gant ar c'holeoù, an douar a vo mezviet a wad, ar poultr leuniet a zruzoni. 8 Rak devezh veñjañs an AOTROU eo, bloavezh an daskor e-keñver gwirioù Sion. 9 He froudoù a vo troet e peg, he foultr e soufr, he douar a zeuio da vezañ peg entanet, 10 na vo lazhet na deiz na noz; he mogedenn a bigno da viken, glac'haret e vo a oad da oad, den ne dremeno ken drezi, da viken. 11 Ar pilikant hag an heureuchin, ar gaouen hag ar vran a vo o chom enni. Astennet e vo warni kordenn-rezañ an dizoare ha live ar goullo. 12 He re vras a embanno n'eus ket ken a rouantelezh, hec'h holl briñsed a vo kaset da netra. 13 Ar spern a gresko en he falezioù, an drez hag an askol en he c'hreñvlec'hioù. Eno e vo toulloù an aourgon ha tiez ar struskañvaled. 14 Eno en em gavo loened gouez ar gouelec'h gant loened gouez an inizi. Eno e yudo ar bouc'hed an eil d'egile. Eno e kludo an toud hag a gavo diskuizh ennañ. 15 Eno e raio an naer he neizh, dozviñ a raio he vioù hag o lakaio da ziflukañ, hag e vodo he re vihan dindan he skeud. Eno en em zastumo ar bultured an eil gant egile. 16 Klaskit e levr an AOTROU ha lennit: Hini anezho ne vanko, nag an eil nag egile ne vo diank, rak e c'henoù eo en deus gourc'hemennet, e Spered eo a zastumo anezho. 17 Taolet en deus ar sord evito, e zorn en deus lodennet an douar-se dezho gant ar gordenn, eno e vint o chom a oad da oad. |