Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 33

1 Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.

2 AOTROU, az pez truez ouzhimp! Ni a zo en gortoz ac'hanout. Bez o brec'h adalek ar beure, hag hor silvidigezh en amzer ar glac'har.

3 Ar pobloù o deus tec'het dirak trouz ar safar, ar broadoù a zo en em stlabezet pa'z oas en em savet.

4 Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.

5 An AOTROU a zo uhelsavet rak emañ o chom el lec'hioù uhel; leuniet en deus Sion a eeunder hag a reizhder.

6 Surentez da zeizioù, nerzh da silvidigezh, furnez, anaoudegezh: doujañs an AOTROU a vo da deñzor.

7 Setu ma kriont er straedoù an dud kreñv, ha ma ouel gant c'hwervder ar gannaded a beoc'h.

8 An hentoù a zo didud, n'eus ket ken a veajourien, torret en deus an emglev, disprizet en deus ar c'hêrioù, ne ra van ebet eus an dud.

9 An douar a zo e kañv ha faezh, al Liban a zo mezhek hag izelaet, Saron a zo deuet evel ul lanneg distro, Basan hag ar C'harmel a zo brañsellet.

10 Bremañ e savin, eme an AOTROU, bremañ e vin uhelaet, bremañ e vin uhelsavet.

11 Koñseviñ a reot foenn, genel a reot plouz, ho c'hwezh a lonko ac'hanoc'h evel tan.

12 Ar pobloù a vo evel fornezioù plastr, evel drein troc'het a zev en tan.

13 C'hwi hag a zo pell, selaouit ar pezh am eus graet, ha c'hwi hag a zo tost, anavezit va nerzh.

14 Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?

15 An hini a gerzh er reizhder hag a gomz gant eeunder, a daol kuit ar gounid dizonest, a hej e zaouarn evit tremen hep kemer profoù, a stouv e zivskouarn evit chom hep klevout komzoù gwadus, a serr e zaoulagad evit tremen hep gwelout an droug,

16 hennezh a vo o chom el lec'hioù uhel, kreñvlec’hioù ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhañ, doureier ne vankint ket dezhañ.

17 Da zaoulagad a welo ar roue en e gaerder, sellout a raint ouzh an douar er pelloù.

18 Da galon a brederio war ar spontadennoù: Pelec'h emañ an hini a skriv? Pelec'h emañ an hini a bouez? Pelec'h emañ an hini a gont an tourioù?

19 Ne weli ken ar bobl lorc'hus, ur bobl deñval he yezh ha na intenter ket, gant un teod oc'h haketal ha na gomprener ket.

20 Sell ouzh Sion, kêr hor gouelioù; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec'h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoù, ha na vo ket torret he c'hordennoù.

21 Eno eo en em ziskouez an AOTROU en e veurded evidomp, bez' eo evel stêrioù, stêrioù-meur ledan, e-lec'h ne yelo ket ar bigi dre roeñvoù, e-lec'h ne dremeno ket al listri bras.

22 Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.

23 Da gerdin a zo distardet, ne c'hellont ket ken bezañ dalc'het gant ar wern, nag astenn al lien. Neuze e vo lodennet madoù ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero o lodenn er skrapadeg.

24 Hini ebet eus ar re a zo o chom eno ne lavaro: Me 'zo klañv. Ar bobl o chom enni en deus bet ar pardon eus he direizhder.

Lean sinn:



Sanasan