Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 32

1 Setu, ur roue a reno hervez ar reizhder, ha priñsed a c'houarno gant eeunder.

2 Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.

3 Neuze daoulagad ar re a wel ne vint ken dall, divskouarn ar re a glev a vo evezhiek,

4 kalon ar re skañv a intento an anaoudegezh, teod ar re valbouz a gomzo buan ha sklaer,

5 ne vo ken anvet jentil an hini diskiant, ne vo ken anvet hael an toueller.

6 Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.

7 Binvioù an toueller a zo fall; korvigelloù a ijin evit koll gant gevier ar re c'hlac'haret, zoken pa gomz reizh ar paour.

8 Met an denjentil en deus mennadoù jentil, hag e kendalc'ho gant oberennoù jentil.

9 Gwragez diskiant, savit, selaouit ouzh va mouezh! Merc'hed dibalamour, roit ho skouarn da'm ger!

10 A-benn ur bloavezh hag un deiz bennak e nec'hot, c'hwi hag a zo dibalamour, rak ar vendem a c'hwito, ha ne zeuio ket an eost.

11 Krenit, c'hwi hag a zo diskiant! Nec'hit, c'hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.

12 Hag e skoint war boull o c'halon o kaout soñj eus ar maezioù kaer hag eus ar gwiniennoù frouezhus.

13 War zouar va fobl e kresko an drein hag an drez, zoken war an holl diez a levenez eus ar gêr laouen.

14 Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,

15 ken na vo skuilhet warnomp ar Spered eus an nec'h, ha ma vo troet ar gouelec'h en ul liorzh frouezhus, ha ma vo sellet al liorzh frouezhus evel ur goadeg.

16 An eeunder a vo o chom er gouelec'h, hag ar reizhder a raio e chomaj el liorzh frouezhus.

17 Oberenn ar reizhder a vo ar peoc'h, ha frouezh ar reizhder a vo an diskuizh hag ar surentez da viken.

18 Va fobl a vo o chom en un annez peoc'hus, e tiez sur, e lec'hioù diskuizhus ha sioul.

19 Met ar goadeg a vo diskaret dindan ar grizilh, ha kêr a vo izelaet-kenañ.

20 Eürus, c'hwi hag a had e-kichen an doureier, hag a lez troad an ejen hag an azen da vont dishual.

Lean sinn:



Sanasan