Izaia 31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 31 1 Gwalleur d'ar re a ziskenn en Ejipt da glask sikour, d'ar re en em harp war gezeg, d'ar re a laka o fiziañs er c'hirri dre ma'z int kalz, hag er varc'hegerien dre ma'z int nerzhus, d'ar re na sellont ket ouzh Sant Israel ha na glaskont ket an AOTROU. 2 Koulskoude, eñ eo an hini a zo fur. Lakaat a ra ar poanioù da zont, ne dorr ket e gomzoù, sevel a raio a-enep ti ar re zrouk, hag a-enep sikour ar re a ra direizhder. 3 An Ejipsianed a zo tud, n'int ket Doue. O c'hezeg a zo kig, n'int ket Spered. An AOTROU a astenno e zorn, an diwaller a vo diskaret, an hini diwallet a gouezho, o-daou a vo kaset da get. 4 Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Evel ma yud al leon, al leon yaouank war e breizh, pa'z eo galvet mesaerien a-niver a-enep dezhañ, evel n'eo ket spontet gant o mouezh ha n'en deus ket aon rak an niver anezho, evel-se e tiskenno AOTROU an armeoù da stourm war Venez Sion ha war e grec'hienn. 5 Evel ma'c'h astenn al laboused o eskell, evel-se e warezo AOTROU an armeoù Jeruzalem, gwareziñ ha dieubiñ a raio, goleiñ ha saveteiñ. 6 Distroit d'an Hini e oac'h ken en em bellaet dioutañ, mibien Israel. 7 En deiz-se pep hini ac'hanoc'h a daolo kuit e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, hoc'h eus graet gant ho taouarn evit pec'hiñ. 8 An Asiria a gouezho dre ur c'hleze na vo ket hini un den, hag ar c'hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec'hout a raint kuit dirak ar c'hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezañ truajidi. 9 Gant an aon ez aint d'o c'hreñvlec'h, o renerien a vo spontet dirak ar banniel, eme an AOTROU, an Hini emañ e dan e Sion hag e fornez e Jeruzalem. |