Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 30

1 Gwalleur d'ar vibien disent, eme an AOTROU, ar re a gemer kuzul met n'eo ket diganin, ar re a ra emglevioù met n'eo ket gant va Spered, evit daspugn pec'hed war bec'hed,

2 ar re a ya en hent da ziskenn en Ejipt hep bezañ goulennet digant va genoù, evit klask goudor didan galloud Faraon, hag evit kavout repu e skeud an Ejipt.

3 Neuze galloud Faraon a vo ho mezh, ha repu e skeud an Ejipt a vo ho tismegañs.

4 Pennoù ar bobl a zo e Zoan, aet eo ar gannaded betek Hanez.

5 Holl e vint mezhek en abeg d'ur bobl na servijo dezho da netra, na vo ket ur skoazell nag ur sikour, met a vo ur vezh hag un dismegañs evito.

6 Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.

7 Rak sikour an Ejipt ne vo nemet moged ha netra; setu perak em eus anvet kement-se: Trouz bras evit netra.

8 Kae bremañ, merk kement-mañ war un daolenn dirazo, skriv kement-mañ war ul levr, ma chomo evit an amzer da zont, bepred ha da virviken.

9 Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,

10 hag a lavar d'an diouganerien: Na welit ket! ha d'ar brofeded: Na brofedit ket ar wirionez, lavarit traoù plijus, profedit touelloù,

11 it kuit eus an hent, distroit diwar ar wenodenn, lamit Sant Israel a-zirak hon daoulagad!

12 En abeg da-se evel-henn e komz Sant Israel: Peogwir e taolit kuit ar gomz-mañ, evit kaout fiziañs en taerder hag er fallagriezh, evit en em harpañ war an traoù-mañ,

13 en abeg da-se e vo evidoc'h an drougiezh-mañ evel freuz ur voger uhel o kinnig kouezhañ en ur faoutañ, hag en em vruzun a-daol-trumm.

14 En em vruzunañ a ra evel ma vez bruzunet lestr pri ur poder, torret didruez e tammoù na gaver ket un darbod evit tennañ tan eus an oaled pe evit tennañ dour eus ar puñs-glav.

15 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, Sant Israel: En ur zistreiñ ouzhin hag en ur chom sioul e vefec'h salvet, en diskuizh hag er fiziañs e vefe ho nerzh. Met n'eo ket bet fellet deoc'h.

16 Lavaret hoc'h eus: Nann, ni a dec'ho kuit war varc'h! Neuze e tec'hot. Lavaret hoc'h eus: Pignat a raimp war gezeg-red skañv! Neuze ar re a redo war ho lerc'h a vo skañv.

17 Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.

18 Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!

19 Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac'hanout, e selaouo ouzhit.

20 An AOTROU a roio deoc'h ar bara a enkrez hag an dour a c'hlac'har, met da gelennerien ne dec'hint ket ken, da zaoulagad a welo da gelennerien.

21 Ha pa'z eot a-zehou pe a-gleiz, da zivskouarn a glevo a-dreñv dit ur vouezh a lavaro: Amañ emañ an hent, kerzhit ennañ.

22 Sellout a reot evel dic'hlan ar golo arc'hant eus ho skeudennoù kizellet, hag ar gwiskad aour eus ho skeudennoù teuzet. O zeurel a ri pell evel un hudurniezh, hag e lavari dezho: Er-maez ac'hann!

23 Kas a raio glav war da had az po hadet ez touar, hag ar bara a roio da zouar a vo mat ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e pradoù bras.

24 An ejened hag an ezen, hag a labour an douar, a zebro boued mat, a vo gwentet gant ar bal hag ar c'hrouer.

25 War bep menez uhel ha war bep krec'hienn savet, e vo gwazhioù-dour ha froudoù, da zeiz al lazhadeg veur, pa gouezho an tourioù.

26 Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.

27 Setu e teu anv an AOTROU eus a-bell, entanet eo e gounnar, pounner e vec'h, leun a imor eo e vuzelloù, e deod a zo evel un tan loskus,

28 e Spered a zo evel ur froud o tic'hlannañ, a dapo betek ar gouzoug, evit stlabezañ ar broadoù gant benveg an distruj; hag e vo lakaet ouzh javedoù ar pobloù ur brid d'o diankañ.

29 Kanañ a reot evel en noz ma vez lidet ar gouel, levenez ho po en ho kalon evel an hini a gerzh ouzh son ar fleüt, evit dont da venez an AOTROU, etrezek Roc'h Israel.

30 An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.

31 Ouzh mouezh an AOTROU e kreno an Asiriad, skeiñ a raio warnañ gant e vazh.

32 E pep lec'h ma tremeno ar wialenn, ha ma he lakaio an AOTROU da gouezhañ warnañ, e vo klevet an taboulinoù hag an telennoù; stourm a raio outañ gant e zorn astennet.

33 Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.

Lean sinn:



Sanasan