Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Rak emañ an Aotrou, AOTROU an armeoù, o vont da lemel eus Jeruzalem hag eus Juda pep sikour ha pep skoazell, pep sikour a vara, pep sikour a zour,

2 an den kreñv hag an den a vrezel, ar barner hag ar profed, an divinour hag an henaour,

3 ar c'habiten a hanter-kant hag an den enorus, ar c'huzulier hag ar micherour mailh hag ar strobineller ampart.

4 Ha tud yaouank a roin dezho da gabitened, ha bugale a reno warno.

5 Ar bobl a vo gwasket unan dre egile, ha pep hini dre e nesañ. Ar bugel a grogo en den kozh, hag an den a netra en hini a zo enoret.

6 Neuze un den a grogo en e vreur e ti e dad: Te ac'h eus ur vantell, bez hor penn, kemer ez torn an dismantroù-mañ!

7 Hag en deiz-se e responto hemañ o lavarout: Ne vin ket ur medisin, em zi n'eus na bara na mantell, na'm lakait ket da benn war ar bobl!

8 Jeruzalem a ya d'an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c'hloar.

9 Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.

10 Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.

11 Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.

12 Va fobl a zo gwasket gant bugale, ha gwragez a ren warno. Va fobl, da renerien a ziheñch ac'hanout, hag e reont dit koll an hent a zlefes heuliañ.

13 An AOTROU en em ziskouez evit divizout, hag emañ en e sav evit barn ar bobl.

14 An AOTROU a zeuio da varn henaourien e bobl hag o friñsed, rak c'hwi eo hag o deus lonket ar winienn! Diwisk ar paour a zo en ho tiez.

15 Pe dre wir e vac'hit va fobl hag e frikit dremm ar beorien? eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.

16 Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,

17 an AOTROU a lakaio moal pennoù merc'hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.

18 En deiz-se e lamo kuit an AOTROU bravder ar c'helc'hioù-treid o tintal, an taledennoù, al loarennoù,

19 ar c'hloc'higoù-skouarn, an troioù-brec'h, ar gouelioù,

20 ar saltetoù, ar chadennigoù-treid, an talgenoù, ar boestoù c'hwez-vat, al lagadennoù-skouarn,

21 ar gwalinier, al lagadennoù-fri,

22 ar saeoù-fest, an tonegoù ledan, ar seier bihan,

23 ar melezourioù, al lin fin, an tulbanoù, ar c'habelloù.

24 Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.

25 Da wazed a gouezho dre ar c'hleze, da dud kreñv dre ar brezel.

26 He dorojoù a huanado hag a vo er c'hañv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.

Lean sinn:



Sanasan