Izaia 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 29 1 Gwalleur da Ariel, da Ariel, ar gêr ma kampas David enni! Lakait bloaz war vloaz, ra vo lazhet an aberzhoù. 2 Hag e stardin Ariel, ne vo nemet garmoù ha klemmoù, hag e vo evidon evel un Ariel. 3 Me a gampo en-dro dit hag a-enep dit, da sezizañ a rin gant tourioù, hag e savin a-enep dit kreñvadurioù. 4 Izelaet e vi, komz a ri evel a-zindan an douar, da c'her a zeuio damvouget gant ar poultr, da vouezh a bigno eus an douar evel hini ur goulennataer speredoù, da c'her a vo evel ur grozmol o tont eus ar poultr. 5 Maread da enebourien a vo evel poultrenn vunut, maread an dud c'halloudek evel plouz o nijal, hag e c'hoarvezo a-daol-trumm. 6 Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoù, gant kurunoù, krenioù-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus. 7 Hag evel ma c'hoarvez en un huñvre pe en ur weledigezh noz, evel-se e vo eus an holl vroadoù niverus a vrezelo a-enep Ariel, eus ar re holl a grogo enni hag en he c'hreñvlec'h, eus ar re a stardo anezhi. 8 Evel ma huñvre un den marnaoniet emañ o tebriñ, ha pa zihun e ene a zo goullo, evel ma huñvre un den sec'hedet emañ oc'h evañ, ha pa zihun ez eo dinerzh hag e ene a zo langisus, evel-se e vo gant maread an holl vroadoù a vrezelo a-enep Menez Sion. 9 Bezit sebezet, bezit souezhet! Serrit ho taoulagad ha bezit dallet! Mezv int, met n'eo ket gant gwin, brañsellat a reont, met n'eo ket gant evajoù kreñv. 10 Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien. 11 An holl weledigezhioù a zo deuet evidoc'h evel komz ul levr siellet, a vefe roet da un den o c'houzout lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: Ne c'hellan ket rak siellet eo. 12 Pe a vefe roet da un den na oar ket lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: N'ouzon ket lenn. 13 Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud, 14 en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra. 15 Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoù diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez? 16 Tud fall ez oc'h! Ar poder, hag e vo doujet evel ar pri? Hag e lavaro un oberenn diwar-benn an hini en deus he graet: N'en deus ket graet ac'hanon? Hag e lavaro an dra stummet diwar-benn an hini en deus he stummet: Ne anavez netra? 17 C'hoazh un nebeudig amzer hag e vo troet al Liban en ul liorzh frouezhus, hag al liorzh frouezhus a vo sellet evel ur goadeg. 18 En deiz-se e klevo ar vouzared komzoù al levr, ha daoulagad an dalled a welo, rak dieubet ez int eus an amc'houloù hag eus an deñvalijenn. 19 Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel. 20 Rak ar gwasker ne vo ken, ar goapaer a vo distrujet, ar re a evesha ma vefe graet an direizhder a vo lamet kuit, 21 evel ar re a varn un den kablus evit ur gomz hepken, a stegn pechoù d'ar reizher ouzh an nor, a ro lamm d'an den reizh gant o zouelloù. 22 En abeg da-se evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti Jakob, eñ hag en deus dasprenet Abraham: Jakob ne vo ken mezhek, hag e zremm ne zrouklivo ken. 23 Rak pa welo e vibien, oberenn va daouarn en e greiz, e santelaint va anv, e santelaint Sant Jakob, hag e toujint Doue Israel. 24 Ar re a oa dianket o spered a zeuio da vezañ skiantek, ar re a grozmole a zesko ar gelennadurezh. |