Izaia 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 28 1 Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin. 2 Setu, unan nerzhus ha kreñv 'zo gant an AOTROU, unan heñvel ouzh un arnev grizilh, heñvel ouzh un tarzh-avel distrujus, heñvel ouzh ur barrad-amzer gant doureier bras o liñvañ; teurel a ra kement-se d'an douar gant e zorn. 3 Mac'het e vo gant an treid kurunenn lorc'hus mezvierien Efraim. 4 Hag ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us d'an draonienn strujus, evel ur frouezhenn darev a-raok an hañv, a vo gwelet, ha kerkent ha ma vo en dorn, e vo lonket. 5 En deiz-se e vo AOTROU an armeoù ur gurunenn skedus hag un talgen a c'hloar evit an nemorant eus e bobl, 6 ur spered a varnedigezh evit an hini a zo azezet war gador ar varnedigezh, hag un nerzh evit ar re a gas en-dro an enebour o stourm outo ouzh an nor. 7 Met int ivez a vrañsell gant ar gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; an aberzhour hag ar profed a vrañsell gant an evajoù kreñv, beuzet int er gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; brañsellat a reont er weledigezh, strebotiñ a reont er varnedigezh. 8 An holl daolioù a zo leun a zislonkadurioù hag a lastez, ha ne chom lec'h ebet. 9 Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioù da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn? 10 Rak ret eo reiñ kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amañ, un tamm aze. 11 Evel-se, dre un haketerezh a vuzelloù hag en ur yezh estren eo e komzo ouzh ar bobl-mañ. 12 Lavaret en devoa dezho: Amañ emañ an diskuizh, lezit da ziskuizhañ an hini a zo bec'hiet, amañ emañ an distan. Met n'eo ket bet fellet dezho selaou. 13 Setu perak komz an AOTROU a vo dezho kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amañ, un tamm aze, evit ma kouezhint war o c'hein en ur gerzhout ha ma vint torret, evit ma kouezhint en ur stign ha ma vint paket. 14 Selaouit eta komz an AOTROU a ren war ar bobl-mañ a Jeruzalem, tud goapaerien: 15 Dre ma hoc'h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc'had gant lec'h ar marv, pa dremeno ar walenn o liñvañ ne dapo ket ac'hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou. 16 En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket. 17 Lakaat a rin ar varnedigezh da vezañ eeun hag ar reizhder da vezañ rezet. Ar grizilh a gaso kuit repu an touell, an doureier a veuzo kuzh ar gaou. 18 Hoc'h emglev gant ar marv a vo kaset da netra, ho marc'had gant lec'h ar marv ne zalc'ho ket; pa dremeno ar walenn o liñvañ, e viot flastret ganti. 19 Kerkent ha ma tremeno e krogo ennoc'h, rak tremen a raio beure goude beure, en deiz hag en noz; hag ar spont hepken a vo he c'hemennadenn. 20 Ar gwele a vo re verr evit en em astenn ennañ, ar c'holoenn a vo re strizh evit en em c'holeiñ ganti. 21 Sevel a raio an AOTROU evel e menez Perazim, e kounnaro evel e traonienn Gabaon, evit ober e labour, e labour dizanavez, hag evit kas da benn e oberenn, e oberenn zivoas. 22 Ha bremañ, na rit ket goap, gant aon na vefe adstardet hoc'h ereoù, rak klevet em eus penaos eo merket an distruj gant an Aotrou, AOTROU an armeoù, a-enep an holl vro. 23 Roit ho skouarn, selaouit ouzh va mouezh, bezit evezhiek, klevit va gerioù. 24 An hini a dro douar evit hadañ, hag e troio douar dalc'hmat? Hag e vo dalc'hmat o tigeriñ hag o terriñ moudennoù e zouar? 25 P'en devo plaenaet ar gorre, ha ne skuilho ket an aned? Ha ne hado ket ar c'houmin? Ha ne lakaio ket ar gwinizh a-renk, an heiz el lec'h merket, ar yell war ar ribloù? 26 E Zoue a zesk dezhañ ar reolenn da heuliañ. 27 Rak an aned ne vez ket gwasket gant ar ruilh, war ar c'houmin ne vez ket lakaet da dreiñ rod ar c'harr, met e vez pilet an aned gant ur wialenn hag ar c'houmin gant ur vazh. 28 Dornañ a reer an ed, met ne wasker ket anezhañ dalc'hmat; bountañ a reer rod ar c'harr ha treid ar c'hezeg warnañ, hep flastrañ anezhañ. 29 Kement-se a zeu ivez eus AOTROU an armeoù. Burzhudus eo e guzul, ha bras-meurbet e furnez. |