Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 26

1 En deiz-se e vo kanet ar c'hantik-mañ e bro Juda: Ur gêr greñv hon eus, ar silvidigezh a vo lakaet enni evit moger-difenn hag evit ramparzh.

2 Digorit an dorojoù, ma teuio e-barzh ar vroad reizh, an hini a vir ar fealded.

3 Mirout a rez ur peoc'h asur d'an hini a zo nerzhus e galon, dre m'en em fiz ennout.

4 Fiziit da virviken en AOTROU, rak en Aotrou AOTROU eo roc'h ar c'hantvedoù.

5 Lakaat a ra da ziskenn ar re a zo o chom en nec'h, pilat ar ra ar gêr savet e-krec'h, he fil betek an douar, he zaol er boultrenn.

6 Mac'het eo gant an treid, gant treid ar beorien, dindan kammedoù an ezhommeien.

7 Hent an hini reizh a zo eeun, hag e plaenaez e hent d'an den reizh.

8 Ya, da c'hortozomp, o AOTROU, en hent da varnedigezhioù! Da anv ha da eñvor eo c'hoant hon ene.

9 Va ene a c'hoanta ac'hanout en noz. Em c'hreizon va spered a glask ac'hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioù war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.

10 Hag e vo graet trugarez d'an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, hag e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.

11 AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.

12 AOTROU, ar peoc'h a roi deomp, rak kement a reomp, te eo an hini en peurc'hra ennomp.

13 AOTROU hon Doue, aotrounez all egedout o deus renet warnomp, met drezout nemetken e c'hellomp gervel da anv.

14 Marv int ha ne vevint ket ken, aet int da get ha ne savint ket ken, o c'hastizet hag o distrujet ec'h eus, kaset ec'h eus zoken da netra o eñvor.

15 Kresket ec'h eus ar vroad, AOTROU, kresket ec'h eus ar vroad, hag ar c'hloar a zo roet dit. Astenn holl harzoù an douar!

16 AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.

17 Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiñ a c'houzañv gwentloù hag a gri en he foanioù, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!

18 Koñsevet hon eus, gouzañvet hon eus gwentloù, n'hon eus ganet nemet avel, n'hon eus ket dezouget ar silvidigezh d'an douar, na lakaet da c'henel tud er bed.

19 Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.

20 Kae va fobl, kae da'z kambroù, serr an dorojoù war da lerc'h, en em guzh evit ur pennad bihan, betek ma vo tremenet ar gounnar.

21 Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.

Lean sinn:



Sanasan