Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 25

1 AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.

2 Eus ar gêr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.

3 Abalamour da-se ar pobloù galloudek a ro gloar dit, kêrioù ar broadoù nerzhus a zoujo ac'hanout,

4 rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.

5 Diskar a rez safar an diavaezidi, evel an tommder war un douar sec'h, evel ma vez diskaret an tommder dindan skeud ur goumoulenn. Kan ar re spontus a vo izelaet.

6 AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.

7 Hag e lamo kuit, war ar menez-mañ, ar ouel a c'holo dremm an holl bobloù, ar c'holoenn astennet war an holl vroadoù.

8 Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.

9 En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.

10 Rak dorn an AOTROU en em lakaio war ar menez-mañ, ha Moab a vo mac'het dindanañ, evel ma vez mac'het ar plouz en ur poull teil.

11 Aze ec'h astenno e zaouarn, evel ma astenn anezho an neuñvier da neuñvial, hag ec'h izelaio o lorc'h ha touell o daouarn.

12 Hag e tiskaro kreñvlec'h an difennoù uhelañ eus da vogerioù, e bilat a raio, e deurel a raio d'an douar er boultrenn.

Lean sinn:



Sanasan