Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 24

1 Setu, emañ an AOTROU o vont da c'houlloiñ an douar ha d'e ziwiskañ, eilpennañ a raio e c'horre, hag e stlabezo an dud anezhañ.

2 Hag e vo gant an aberzhour evel gant ar bobl, gant ar mestr evel gant ar servijer, gant ar vestrez evel gant ar vatezh, gant ar gwerzher evel gant ar prener, gant ar prester evel gant an amprester, gant ar c'hredour evel gant an dleour.

3 An douar a vo goullonderet holl, ha lakaet holl er skrapadeg, rak an AOTROU en deus lavaret ar gomz-se.

4 An douar a zo e kañv ha faezh, ar bed a zo mantret ha faezh, pobloù brasañ an douar a zo mantret.

5 An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoù, cheñchet o deus ar reolennoù, disc'hraet o deus an emglev peurbadus.

6 Abalamour da-se eo lonket an douar gant ar vallozh, e annezerien a zoug o foan, tud an douar a zo kuzumet, ne chom ken nemet nebeut a dud.

7 Ar gwin nevez a zo trist, ar winienn a zo goeñvet, ar re holl a oa laouen o c'halon a huanad.

8 Paouezet eo levenez an taboulinoù, echuet eo trouz ar re a laouenae, paouezet eo levenez an delenn.

9 Ne vo ken evet ar gwin en ur ganañ, an evajoù kreñv a vo c'hwerv d'ar re a ev anezho.

10 Kêr dizoare a zo distrujet, pep ti a zo serret, n'eer ken ennañ.

11 Krial a reer er straedoù pa n'eus ket a win, pep levenez a zo troet e teñvalijenn, joa an douar a zo aet kuit.

12 Ne chom nemet glac'har e kêr, an nor a gouezh a-dammoù dindan an taolioù.

13 Evel-se eo e-kreiz an douar, e-touez ar pobloù, evel pa vez hejet ar wezenn-olivez, hag evel pa vez raspaet goude ar vendem.

14 Sevel a raint o mouezh, hag e laoskint kriadennoù a levenez; eus harzoù ar mor e kanint meurded an AOTROU.

15 Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.

16 Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!

17 Ar spouron, ar poull hag ar roued a zo warnout, o annezer an douar!

18 An hini a dec'ho dirak trouz ar spouron a gouezho er poull, an hini a vo adpignet eus kreiz ar poull a vo paket er roued, rak stouvelloù an nec'h a zigor, ha diazezoù an douar a gren.

19 An douar a zo roget! An douar a zo torret! An douar a zo brallet taer!

20 An douar a horjell evel un den mezv, hag a horjell! Treuzkaset eo evel ul logell! Pouezañ a ra warnañ e bec'hed, kouezhañ a raio ha ne adsavo ket ken.

21 En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.

22 Dastumet e vint evel ar re zalc'het en un toull-bac'h, klozet en ur prizon, hag a-benn kalz a zevezhioù e vint kastizet.

23 Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.

Lean sinn:



Sanasan